Ar samaritanegezh a zo ur relijion undoueek diazezet war gredenn an Israelited (dek meuriad proto-yuzev) o chom e rouantelezh Israel a voe aloubet gant an Asirianed e 722 kent JK.

Beleg samaritan gant an Torah.

N'anavez ket ar Samaritaned levrioù nevez an tanac'h, da lâret eo an holl levrioù estreget pemp levr Moizez (an Torah), evel skridoù santel. N'eus ket a rabined er samaritanegezh, met ur beleg meur hag a zo e penn ar relijion. Tremen a ra ar garg-se eus an eil beleg meur d'egile dre hêrezh.

Menez Garizim (hebraeg ar Samaritaned: Ar-garízim; arabeg: جبل جرزيم Jabal Jarizīm; hebraeg: הַר גְּרִיזִּים Har Gərizzim), ha n'eo ket Jeruzalem, eo kreizenn relijiel ar Samaritaned a savas un templ warnañ war-dro 330 kent JK. Distrujet e voe an templ-se gant Yann Hyrkan e 128 kent JK.

E 2003 e konted 653 Samaritan e Palestina hag en Israel.