Mont d’an endalc’had

Kuzul da C'hortoz ar Su

Eus Wikipedia
Stumm eus an 25 Mez 2018 da 06:52 gant Dishual (kaozeal | degasadennoù) (Lañs dister)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)
Logo Kuzul Su da C'hortoz Yemen

Kuzul Su da C'hortoz (saozneg: Southern Transitional Council; arabeg: المجلس الانتقالي الجنوبي‎ al-Majlis al-Intiqālī l-Janūbiyy) zo ur strollad disrannour eus Yemen. 26 ezel a zo en aozadur gant pemp gouarnour eus pemp gouarnamant su Yemen ha daou ministrerezh gouarnamant all.

Logo ar C'huzul Su da C'hortoz etre Mae hag Eost 2017

Savet eo bet an aozadur gant ul luskad anvet al Luskad kreizsteizat (al-Ḥirāk al-Janūbiyy pe al-Hirak al-Janoubi). Savet e oa bet al luskad, Luskad kreizsteizat, e 2007, e fin kannad ar prezidant Ali Abdullah Saleh. Palioù diazez an aozadur a zo labourat ha difenn mennozh disrann su Yemen diouzh peurrest ar vro (evel ma oa betek 1990).