Mont d’an endalc’had

Lez Uhelañ Spagn

Eus Wikipedia
Stumm eus an 7 Du 2020 da 23:22 gant Arko (kaozeal | degasadennoù)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)
Skoed ardamez Lez Uhelañ Spagn

Lez Uhelañ Spagn (spagnoleg: Tribunal Supremo, berraet en TS) eo al lez-varn uhelañ en aozadur justis Bro-Spagn. Galloud al lez-varn zo war holl an tiriad ha kreñvoc'h eo evit an holl lezioù-barn all: foran, kastizel, breutaus-melestradurel, al labour hag al lu. Evit ar pezh a sell ouzh ar gwir bonreizhel n'eo ket mestr met an Tribunal Constitucional ez eo.

Pa oa ar vro ur rouantelezh leun, ar galloud justis a oa etre daouarn ar roue. Eñ eo a oa mestr war ar justis, al lezennoù hag ar c'hastizoù. Ret e voe gortoz an XVIIIvet kantved, ha mennozhioù ar Sklêrijennoù, evit ma tiwanfe mennozh ul lez-varn uhel distag diouzh ar galloud.

XXIvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an 28 a viz Gwengolo 2020 e voe torret diouzh e garg Quim Torra, prezidant gouarnamant emren Katalonia, goude barnadenn Lez Uhelañ Spagn a gadarna ur gondaonidigezh kent gant ul lez-varn izeloc'h.