Mont d’an endalc’had

Dreadnought

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Dreadnought
doare lestr
Iskevrennad eusbattleship Kemmañ
Anvet diwarHMS Dreadnought Kemmañ
Raklec'hiet gantpre-dreadnought battleship Kemmañ
An HMS Dreadnought 1906 eus ar Royal Navy, ar c'hentañ bag doare dreadnought

An dreadnought (which dreads nought : "n'en devez aon rak netra") e oa al lestr-hobregonet diazez e penn-kentañ an XXvet kantved. Ar c'hentañ hini implijet gant ar Royal Navy, an HMS Dreadnought, a oa bet ken souezhus ul lestr pa oa bet moret e 1906 ma chomas stag an anv ouzh ar bigi dammheñvel outañ.
Graet e vez pre-dreadnoughts eus ar bigi a oa bet savet a-raok 1906. Daou gemm bras zo bet degaset gant ar rummad dreadnought : un armañ doare all-big-gun (kanolioù tev nemetken), gant kalz muioc'h a ganolioù ponner evit ar bigi en a-raok, hag ur motor dre aezhenn.

An dreadnought diwezhañ, USS Texas BB-35 (1912-1948) eus an US Navy, e Houston.
Ul lestr-mirdi eo bremañ, livet e Measure 21, Navy Blue System Camoflage evel ma oa e-pad an Eil Brezel-bed. Empennet e oa bet an touellivadur evit ma vije diaesoc'h d'an nijerezed e ziskoachañ war ar c'heinvor.

Tresoù

Pal diazez saverien ar bigi doare dreadnought a oa kaout ar muiañ a hobregon, tizh, hag armamant posubl evit ur vag marc'had-mat. Mennozh diazez an dreadnought a oa bezañ ur vag gant un armamant "all-big-gun". Ne oa ket disoñjet an hobregon dreist-holl a live linenn vor ar vag. An armamant a-eil, kreizenn an tan, hag an difenn enep torpilhennoù a oa pouezus ivez.

Kreskan niver a vigi brezel adalek 1905 ha war-lerc'h. An doare bigi brezel dreadnought a ya war-gresk kalz etre 1905 ha 1920, a-raok ma vefe enaouet ar Washington Naval Treaty e 1922