Mont d’an endalc’had

John Steinbeck

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.

Ur skrivagner amerikan e oa John Ernst Steinbeck, Jr., bet ganet d'ar 27 a viz C'hwevrer 1902 e Salinas ha marvet d'an 20 a viz Kerzu 1968 e New York. Peurliesañ e oa bet kavet gantañ danvez e romantoù e buhez tud e vro, Kalifornia.
Dezhañ e voe roet priz Nobel al lennegezh e 1962.

Buhez

John Steinbeck

Ganet e oa bet e Salinas (Kalifornia). Teñzorer e oa e dad ha skolaerez e vamm. Teir c'hoar en doa : Elizabeth (1894-1992), Esther (1892-1986) ha Mary (1905-1965). Studiañ a reas e lise Salinas, hag e skol-veur Stanford da c'houde. Dilezel a reas e studioù e 1925 evit mont da gazetenner e New York. Labourat a reas ur prantad berr evit an New York American ha distreiñ a reas da Salinas e 1926.

Skrivañ a reas e romant kentañ e 1929 : Ar gib alaouret (Cup of Gold: A Life of Sir Henry Morgan, Buccaneer, With Occasional Reference to History), ul levr faltazi diazezet war vuhez Henry Morgan. Ne reas ket berzh al levr-se. E 1930 e timezas gant Carol Henning ha dilojañ a rejont da Bacific Grove. Aze e reas anoudegezh gant Edward Ricketts, bevoniour al labour-douar, deuet da vezañ mignon bras dezhañ.

Embann a reas Peurvanoù an neñv (The Pastures of Heaven) e 1932, un dastumad danevelloù zo lec'hiet o istor e kêr Monterey (Kalifornia). E 1933 e embannas ar pone ruz (The Red Pony ) ha D'un Doue dianavez (To a God Unknown). Derc'hel a reas d'ober war-dro e vamm, war he zalaroù, betek he marv e 1934. Aet e oa bet e dad d'an Anaon war he lerc'h, e 1935. Kregiñ a reas John Steinbeck da zastum titouroù war sindikadoù al labour-douar d'ar mare-se. Gant Tortilla Flat (skrivet e 1935) e tapas e briz lennegezh kentañ : medalenn aour ar gwellañ skrivagner kaliforniat, roet gant ar Commonwealth Club of California. Kalz a vrud a zigasas dezhañ an istor fentus-se.

Gant A-ziwar Logod ha Tud (Of Mice and Men) ha Dre un emgann arvarus (In Dubious Battle), embannet e 1936, e teuas e oberennoù da vezañ siriusoc'h-siriusañ. E-barzh ul lizher kaset d'ur mignon dezhañ e skrivas, mantret : « Taolioù-dispac'h 'zo e Salinas ha muntroù e straedoù kêr karet ma ganedigezh. »

Goude An draonienn hir (The Long Valley) e 1937 ha Their Blood Is Strong, ur reportaj war sujet al labourerien divroet e 1938, e embannas Blokadoù ar gounnar (The Grapes of Wrath) e 1939, a oa, hervezañ, e wellañ oberenn. Koulskoude, peogwir e kave dezhañ e oa re zispac'hel e levr evit ober berzh, e c'houlennas gant e embanner moulañ un nebeudig skouerennoù hepken ... Berzh a reas al levr daoust d'ar yezh implijet ennañ ha d'ar menozhioù displeget. Difennet e voe al levr e meur a gêr e Kalifornia. E 1940 e resevas ar film aozet diwar ar romant-se ar Priz Pulitzer.

E 1941 e aozas ur verdeadenn gant e vignon Ricketts ha gante o-daou e voe skrivet Sea of Cortez (E Mor Cortés).

Embann a reas Steinbeck "Loar du" e 1942. Ar bloavezh-se e tizimezas, da addimeziñ gant Gwyndolyn Conger bloaz goude. Ar film Lifeboat, skrivet ar skript gantañ, a zeuas er-maez e 1944. Dilojañ a reas evit mont da Vonterey, lec'h ma ne voe ket degemeret mat. Kavout a reas bod neuze e New York, e lec'h ma voe ganet e vab kentañ : Thom.

Goude bezañ skrivet gantañ Straed ar Sardinenn (Cannery Row) e 1945, e tilojas da Bacific Grove e 1948. Kregiñ a reas d'ober enklaskoù evit skrivañ East of Eden. E 1946 e voe ganet e eil mab, John. Klask a reas prenañ ranch ar Pone ruz, hogen ne zeuas ket a-benn. Adkavout a rejod tudennoù Straed ar Sardinenn e-barzh ur romant all : Yaouvezh dous (Sweet Thursday).

E 1947 e embannas "Ar berlezenn" hag ez eas kuit da vro Rusia gant al luc'hskeudenner Robert Capa, evit an New York Herald Tribune. Skrivañ a reas diwar-benn e veaj e Dornlevr Rusiat (Russian Journal) e 1948. Mervel a reas Ricketts en ur gwallzarvoud.

Dibriediñ a reas Steinbeck pa reas anoudegezh gant Elaine Anderson Scott e 1949. Eurediñ a rejont e 1950. E 1952, e kemeras perzh e film Elia Kazan, Viva Zapata ! hag e embannas E reter an Eden (East of Eden).

E 1954 e embannas Yaouvezh dous (Sweet Thursday). Ur gomedienn war gan (Pipe Dream) a voe savet diwarnañ e 1955. Dilojañ a reas da Sag Harbor, e stad Stad New York. E 1957 e kinnigas tud kêr Salinas reiñ e anv d'ul lise. Nac'hañ a reas.

E 1958 e oa embannet Once There Was a War, dastumad e reportajoù brezel. Ul lamm galon a dapas e 1959, pezh a roas dezhañ c'hoant bras da veajiñ e Bro-Saoz, e Kembre, ha da foetañ bro en Amerika e 1960.

E 1962, e skrivas The Winter of Our Discontent, gant ar c'hoant da « zistreiñ pemzek vloaz a-raok ha da gregiñ en-dro ». Digalonekaet e oa d'ar mare-se ha soñjal a rae dezhañ e oa bet kaset pell diouzh an "traoù gwir" gant ar vrud.

Tapout a reas priz Nobel al lennegezh en 1962 evit E reter an Eden. Goude ur veaj en Europa gant Edward Albee e 1963 e resevas Medalenn Frankiz ar Stadoù-Unanet e 1964.

Mervel a reas d'an 20 a viz Kerzu 1968 e New York.

Oberennoù pennañ

Liammoù en diavaez