Mont d’an endalc’had

Kabbala

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kabala)
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Gwezenn ar Vuhez, gant Athanasius Kircher (1602-1680).

Ar C'habbala, Kabala pe Kabalah ((he) קַבָּלָה, ger-ha-ger "degemer, hengoun" pe "klotañ"), zo un hengoun ezoterek hag ur skol-preder e kevrinegezh yuzev], kinniget evel « Lezenn dre gomz ha kuzh » roet gant YHWH (Doue) da Voizez war ar Menez Sinai, war un dro gant al « Lezenn skrivet publik » (an Torah). Ar C'habbala zo un aridennad kelennoù ezoterek a glask displegañ darempred Doue, an Ein Sof (אֵין סוֹף, "An hini difin") digemm, peurbad ha kevrenus, ouzh an hollved marvus a zo ur fin dezhañ hag a zo krouidigezh Doue.

Hervez Georges Lahy eo ar C'habbala « ment diabarzh an Torah, a glot gant ar sod (an anaoudegezh kuzh) eus pevar live diabarzh an Torah (anavet evel pardès) ».

Skridoù pouezusañ

Istor

Dizemglev zo etre an istorourien diwar-benn orin ar C'habbala. Kregiñ a rafe gant Adam, a vez lakaet levr an ael Raziel war e gont. Ar Sefer Yetsira goude, lakaet war gont Abraham, hervez Gaon Vilna.

Krennamzer