Mont d’an endalc’had

Steven Klein

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.

Steven Klein (30 a viz Ebrel 1965) a zo ul luc'hskeudenner stadunanat a zo o chom e New York.

Buhez

Goude studiañ al livouriezh e SKol Design Rhode Island e stagas gant al luc'hskeudenniñ. Skeudennoù bruderezh a voe savet gantañ evit merkoù evel Calvin Klein, D & G, Alexander McQueen ha Nike. Kemer perzh a ra ivez e kelaouennoù evel Vogue, iD, Numéro, W hag Arena. Meur a wech eo bet diskouezet e oberennoù, e diskouezva Gagosian, e California hag e diskouezva Brancolini Grimaldi Firenze. Kenlabouret en deus ivez gant tud evel Madonna, Tom Ford, Brad Pitt evit ar gelaouenn amerikan W. Alies e labour gant ar sevener David Devlin. Gantañ eo bets avet luc'hskeudennoù trede pladenn Britney Spears. D'an 3 a viz Mae 2010 ec'h embannas Lady GaGa e Facebook hag e Twitter e vefe savet videoklip he c'hanaouenn Alejandro gant Klein.

X-STaTIC PRO=CeSS

E 2003 e kenlabouras Klein gant Madonna a-benn sevel ur staliadur luc'hskeudennoù titlet X-STATIC PRO=CESS. Ouzhpenn al luc'hskeudennoù e oa seizh video ivez. Diskouezet e voe ar staliadur etre an 28 a viz Meurzh hag an 3 a viz Mae 2003 e New York Gallery, Deitch Projects. Goude-se e voe diskouezet er bed a-bezh, met kemmet e voe e stumm. Dont a ra anv an diskouezadeg eus "X-Static Process", un ton a zo er bladenn "American Life" (2003) gant Madonna.


Video

Videoioù skignet e-pad sonadegoù

Klipoù video

Bruderezh

Liamm diavaez