Mont d’an endalc’had

Strabon

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Strabon hervez un engravadur eus ar XVIvet kantved.

Strabon (Στράϐων Strábôn, "luch" e henc'hresianeg ; Strabo e latin), ganet en Amasea e Kappadokia (Amasya e Turkia bremañ) war-dro 57 kent J.-C., marvet etre 21 ha 25 goude. J.-K., a oa un douaroniour henc'hresian.


Buhez

En Amaseia, ur gêr nepell eus arvor ar Pontos (ar Mor Du) e oa e dud. Kontet en deus Strabon en doa studiet gant Aristodemos, a oa o kelenn bugale Pompeius, e Karia. Goude-se ez eas da Roma ma studias gant an douaroniour Tyrannion.

Ur beajour meur e voe, ha gant ar pax romana e weladennas kement korn a oa en ekumene, adalek Armenia er sav-heol, betek Sardinia er c'huzh-heol, eus ar Pontos en hanternoz betek harzoù Etiopia er c'hreisteiz.

Bageal a reas war an Nil betek Aswan en ur veaj renet gant Ælius Gallus, a oa prefed roman Egipt, kent distreiñ d'e gêr c'henidik ma savas un Istor (Ἱστορικὰ Ὑπομνήματα Historika Upomnếmata "Eñvorennoù istorel") en henc'hresianeg, e 43 levrenn.

Goude-se e pledas gant an Douaroniezh (Γεωγραφικά Geôgraphiká) e 17 levrenn da glokaat e levrioù istor.

Klask a rae kinnig ul levr evit an niver brasañ a dud, hag a vije plijus da lenn ha kentelius war un dro.

Oberennoù

Europa gwelet gant Strabon

N'eus bet miret nemet tammoù eus e labour istorel, e Eñvorennoù Istorel, e 43 levrenn, en doa savet da glokaat istor an Hellazad Polybios.

Peuzklok avat ez eo bet miret e oberenn veur Geographiká (Douaroniezh Strabon), skrivet etre 29 kent JK, pa grogas gant e veajoù, betek ar bloavezh 7. Seitek levrenn zo anezhi, ma taolenn enne ar bed evel ma oa anavezet en Henamzer, dezhe talvoudegezh vras evel eien a geleier, abalamour d'ar c'hemend a draoù en deus gwelet ha skrivet. Un drederenn zo skrivet diwar-benn Iberia ha deuet e oa dezhañ an danvez eus meur a berzh, rak biskoazh ne oa bet lakaet troad gantañ el ledenez.

Douaroniezh Strabon

Bez' ez eo unan eus ar re a ra anv eus Seizh Marzh ar Bed.

Levrlennadur

  • (fr) Aujac, Germaine. Strabon et son temps. In : Hübner, Wolfgang.Geographie und verwandte Wissenschaften. Stuttgart : Franz Steiner Verlag, 2000, pp.103-139 (ISBN 978-3-515-07706-4)

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.