Velikiy Novgorod
Neuz
(Adkaset eus Veliky Novgorod)
![](http://178.128.105.246/cars-http-upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/2c/%D0%92%D0%B5%D0%BB%D0%B8%D0%BA%D0%B8%D0%B9_%D0%9D%D0%BE%D0%B2%D0%B3%D0%BE%D1%80%D0%BE%D0%B4-%D0%BA%D0%BE%D0%BB%D0%BB%D0%B0%D0%B61.jpg/220px-%D0%92%D0%B5%D0%BB%D0%B8%D0%BA%D0%B8%D0%B9_%D0%9D%D0%BE%D0%B2%D0%B3%D0%BE%D1%80%D0%BE%D0%B4-%D0%BA%D0%BE%D0%BB%D0%BB%D0%B0%D0%B61.jpg)
Novgorod, pe Velikiy Novgorod (ruseg: Великий Новгород, koulz ha Novgorod veur) a zo ur gêr e gwalarn Rusia, war lez ar stêr Volc'hov , ur 6 km en hanternoz d'al lenn Ilmen, ha 491 km er gwalarn da gêr Moskou ha 167 km er gevred da Sant-Petersbourg. Poblet eo gant 220 000 a dud (e 2013).
Anv hag istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kêr koshañ Rusia eo, rak meneget eo er c'hronikoù adalek ar bloazh 859.
"Kêr nevez" a dalv Novgorod, ouzhpennet eo bet Velikiy evit lakaat diforc'h gant un Novgorod all : Nijniy Novgorod ("Novgorod izel").
Tud brudet ganet e Novgorod[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ivan Goremykin (1839-1917), alvokad ha politikour
- Anton Arenski (1861-1906), sonaozer
- Sergei Rac'hmaninov (1873-1943), sonaozer, pianooour ha penn laz-seniñ
- Mstislav Doboujinski (1875-1957), livour hag arzvarnour