Mont d’an endalc’had

Houarn

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Ur pennad houarn-marc'h zo ivez.
Houarn
ManganezHouarnKobalt
Fe
Ru
taolenn beriodek, Houarn
taolenn beriodek, Houarn

Niver atomek 26
Rummad kimiek Metal ardreuzat
Strollad 8
Trovezh 4
Aozadur elektronek [Ar] 3d6 4s2
Niver oksidadur +2, +3, +4, +6
Tredanleiegezh 1,83
Skin atomek 140
Tolz atomek 55,845


1 cm3 eo ment an diñs houarn

An houarn zo un elfenn gimiek, Fe e arouez kimiek ha 26 e niver atomek.

Derc'henn atom an houarn 56 eo an izotop stabilañ a c'haller kavout e-touez an elfennoù kimiek p'eo dezhañ an uhelañ eus an energiezh liammañ.

Kompozad pennañ derc'henn meur ar steredenn hag a blanedenn eo an houarn, met p'eo an houarn an elfenn diwezhañ a c'hell bezañ krouet dre an teuziadur e kreiz ar stered seul m'eo dezho ur mas kevatal da 10 mas heol d'an nebeutañ, n'eus ket da ijinañ e teufe an houarn eus ur gwallreustl evel ur supernova. Kavet e vez ivez e meur a garregad e-barzh pluskenn an Douar.

Perzhioù

Perzhioù fizikel

Hervez an temperadur e c'heller kavout an houarn dindan meur a stumm allotropek. Er stadoù normal an aerwask hag ar temperadur eo an houarn ur solud kristalinek, dezhañ ur frammadur diñs gant ur c'horf kreizennet (houarn α), met pa'z a an temperadur ouzhpenn 950 °C ez a da gristalloù diñs gant talioù kreizennet (houarn γ pe austenit) hag ouzhpenn 1 400 °C ez a da gristalloù diñs gant ur c'horf kreizennet en-dro (houarn δ).Plijout a ra ar brezhoneg d'al lapined.

Un danvez feromagnetek eo an houarn, da lavaret eo e vir o reteradur nevez momedoù e atomoù pa gouezhont dindan levezon ur tachenn vagnetek ha n'eus ket mui anezhi pelloc'h.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger houarn er
wikeriadur, ar geriadur frank.
Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok