Mont d’an endalc’had

Friends

Eus Wikipedia
Friends
Krouer Marta Kauffman
David Crane
Aktourien bennañ Jennifer Aniston
Courteney Cox
Lisa Kudrow
Matt LeBlanc
Matthew Perry (†)
David Schwimmer
Bro orin Stadoù-Unanet
Doare Komedienn, sitcom
Koulzadoù 10
Abadennoù 236 (+ Friends : The Reunion)

Friends ("mignoned") zo ur sitcom brudet gant 10 koulzad[1] ennañ, gant 236 rann 22 vunutenn, krouet gant Marta Kauffman ha David Crane[2], ha skignet etre an 22 a viz Gwengolo 1994 hag ar 6 a viz Mae 2004 war rouedad NBC. Kontañ a ra istor ur strollad mignoned e New-York, tri faotr ha teir flac'h. Karantez, labour, familh, peadra o deus da gontañ ha da rannañ en o zavarn muiañ karet, ar Central Perk.

Uhel-tre e oa an niver a sellerien ha plijet bras e oa an dud gant an heuliad a-hed ar prantad skignañ. Unan eus an heuliadoù brudetañ eo a-hollviskoazh. Rakdibabet e oa bet ouzhpenn 250 gwech evit prizioù liesseurt, ha 62 wech er Primeratime Emmy Awards. Friends zo bet renket er 5vet plas e roll an 50 heuliad skinwel gwellañ a-hollviskoazh, gant ar gazetenn Empire[3]. 12vet rann ar c'houlzad 4 a voe rummet er 21añ plas e roll ar 100 rann gwellañ a-hollviskoazh gant TV Guide[4]. Gwelet e oa bet ar rann diwezhañ gant ouzhpenn 52 vilion a dud er Stadoù-Unanet, ha dre-se e voe ar rann er skinwel a voe sellet outañ ar muiañ er bloavezhioù 2000[5].

D'ar 27 a viz Mae 2021 e voe skignet ur rann dibar anvet Friends: The Reunion (Friends : An Emgav) skignet war HBO Max.

Istor an heuliad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Leurenn an davarn « Central Perk »

Monica Geller (Courtney Cox) zo ur geginerez yaouank zo war-dro 25 bloaz a vev en ur ranndi e Manhattan. Un deiz ec'h erru ur vignonez a-vihanik en davarn n'he doa ket gwelet abaoe bloavezhioù, Rachel Green (Jennifer Aniston), dilezet ganti he fried dirak an aoter. Kenlojañ a ra Rachel gant Monica diwar neuze hag e vez ebarzhet er strollad mignoned, asambles gant Phoebe Buffay (Lisa Kudrow), a oa bet kenlojerez da vMonica, a zo merataerez ha sonerez dibar, Ross Geller (David Schwimmer) a zo breur Monica, paleontologour anezhañ, dous ha speredek, a gar Rachel abaoe al lise e sekred, Chandler Bing (Matthew Perry) a labour da geweriañ roadennoù, a zo fent-du gantañ ha prest da c'hoarzhin diwar e goust, mignon muiañ-karet Ross abaoe ar Skol-veur, ha Joey Tribbiani (Matt LeBlanc), un aktour ha merc'hetaer n'eo ket gwall fin met leal d'e vignoned, ha kenlojer eo Chandler. Bevañ a ra Chandler ha Joey er ranndi a zo e-tal hini Monica, war ar memes estaj.

Gwelet a reer buhez pemdeziek ar c'hwec'h mignon-se, hag emdroadur o buhez vicherel e-pad dek vloaz.

E pep rann ez eus kaoz eus o zroioù-kaer farsus.

An darempred cheñch-dicheñch etre Ross ha Rachel zo an istor karantez a vez kaoz anezhañ ar muiañ. En em gavout ha dispartiañ a reont meur a wech e doug an heuliad.

E-kerzh an heuliad e timez Ross gant Emily, ur bugel zo gant Ross ha Rachel goude un nozvezh asambles (Emma), Chandler ha Monica o deus un darempred asambles ha dimeziñ a reont zoken, ha dimeziñ a ra Phoebe gant Mike (Paul Rudd).

Kinnig a ra an daolenn-mañ ar c'hwec'h aktour pennañ hervez urzh an anvioù a weler er roll digeriñ

Aktour Tudenn
Jennifer Aniston Rachel Karen Green
Courtney Cox Monica E. Geller-Bing
Lisa Kudrow Phoebe Buffay Hannigan
Matt LeBlanc Joseph "Joey" Francis Tribbani
Matthew Perry Chandler Muriel Bing
David Schwimmer Ross Eustace Geller

Ken brudet e oa Friends ma voe gwelet kalz aktourien veur[6] ennañ, en o zouez Robin Williams, Bruce Willis, George Clooney, Noah Wyle, Jean-Claude Van Damme, Helen Hunt, Hugh Laurie, Charlie Sheen, Sean Penn, Christina Applegate, Charlton Heston, Ben Stiller, Julia Roberts, Reese Witherspoon, Dakota Fanning, Denise Richards, Sasha Alexander, Alec Baldwin, Paget Brewster, Ellen Pompeo, Danny DeVito, Dina Meyer, Gary Oldman, Selma Blair, Jon Favreau, Winona Ryder, Jeff Goldblum, Isabella Rossellini, Gabrielle Union, Bob Balaban, Jennifer Saunders, Lea Thompson, Jason Alexander, Emily Osment, Billy Crystal, Susan Sarandon, Freddie Prinze Jr., Greg Kinnear, Jennifer Grey, Michael Vartan, Dermot Mulroney, Rebecca Romijn, Brooke Shields, Catherine Bell, Brent Spiner, Steve Zahn, Adam Goldberg, Michael Rapaport, Jon Lovitz, Jennifer Coolidge, Kathleen Turner, Olivia Williams, Michael McKean, Kristin Davis, John Stamos, Melissa George ha Jane Lynch. Pried Jennifer Aniston hag hini Courteney Cox, da lavaret eo Brad Pitt ha David Arquette, a voe pedet ivez.

Tudennoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Rachel Green c'hoariet gant Jennifer Aniston
Mignonez Monica el lise, ganet e oa bet en ur familh pinvidik hag a vez dilezet ganti er rann kentañ goude bezañ laosket he danvez pried e-unan dirak an aoter. Kavout he hent he-unan evit ar wech kentañ en he buhez zo hec'h istor a-hed an heuliad (« I’m gonna go get one of those job things ! »). Bevañ a ra gant ar pemp tudenn all da vare pe vare (en urzh) : Monica, Phoebe, Joey, Ross ha Chandler. Un darempred luziet a zo etrezi ha Ross, dimezet int bet buan-ha-buan hag ur verc'h o deus asambles, Emma. Labouret he deus e-pad ur pennad hir en davarn Central Perk, hag e krog gant ul labour e Bloomingdale's da c'houde, hag en embregerezh Ralph Lauren war-lerc'h. E-kerzh ar c'houlzad diwezhañ e vez kinniget ur post-labour en embregerezh Louis Vuitton dezhi met e Pariz. A-benn ar fin e nac'h ar post, evit bezañ asambles gant Ross.
Monica Geller c'hoariet gant Courtney Cox
C'hoar Ross eo, bet e oa tev, klañv eo gant an urzhiañ, ar renkañ hag ar c'hempenn (« Not just health-department clean, "Monica" clean. »). Dont a ra da vezañ penn-keginerez e meur a breti, hini Alessandro's en o zouez. Bevañ a ra gant Phoebe en he ranndi (e ranndi Nana, he mamm-gozh), ha da c'houde e vev gant Rachel e-pad meur a goulzad (betek ar c'houlzad 6). Sevel a ra darempred gant Richard Burke, ur mignon a-gozh eus he familh, hag eñ 21 bloaz koshoc'h eviti. Un darempred kreñv o deus e-pad ur prantad. Echuiñ a ra an traoù etrezo pa anzav Richard ne fell ket dezhañ kaout bugale ken, ur ranngalon evit Monica. Dimeziñ a ra gant Chandler (fin ar c'houlzad 7) hag advugelañ a reont gevelled asambles : Jack hag Erica. Jack eo anv he zad hag Erica eo anv an engehentourez (ar vaouez he deus douget ar gevelled). Dilojañ a reont e bannlev New York e fin an heuliad, er rann diwezhañ.
Phoebe Buffay c'hoariet gant Lisa Kudrow
Kenlojet he doa gant Monica, ha kenlojañ a ra ivez gant Rachel (koulzad 6), betek ma vefe tangwall er ranndi. Ur vuhez hej-dihej he deus bet : bevañ a reas er straedoù goude emlazh he mamm ha skampet e oa he zad kuit eus an ti. Ur c'hoar gevell he deus, Ursula, met n'en em glev ket ganti, hag un hanter-vreur he deus ivez, Frank Junior. Ur vaouez laouen eo evelkent, ha n'eo ket evit ober evel ar re all. Onest-tre eo (« I wish I could but I don't want to. ») hag e kas un tamm faltazi er strollad. Merataerez eo ha kanerez er Central Perk. Brudet eo gant he c'hanaouenn Smelly Cat. Dougen a ra bugale (un triad) he breur hag Alice : Frank Jr Jr, Leslie ha Chandler. Tri darempred karantez sirius he deus e-doug an heuliad : David, ur skiantour, echuiñ a ra o darempred pa ya-eñ da vMinsk evit e enklaskoù, Gary, p'he doa kavet e vadj archer, ha Mike Hannigan, ur soner piano. Dimeziñ a reont er c'houlzad diwezhañ.
Joey Tribbiani c'hoariet gant Matt LeBlanc
Kenlojañ a ra gant Chandler, e vignon muiañ-karet, ha goude-se gant Rachel (un darempred karantez berr-tre o deus e-kerzh ar c'houlzad 10). Ganet e oa bet en ur familh italian-amerikan, gant 7 c'hoar. Aktour eo met ne seblant ket bezañ gwall varrek war e vicher ha tapout a ra rolloù e pezhioù-c'hoari divrud. E barr uhelañ e vuhez vicherel e c'hoari roll ar mezeg Dr. Drake Ramoray en heuliad Days of our lives. N'eo ket gwall fin a-wechoù, pouezus-bras eo ar vignoniezh evitañ, ha daremprediñ a ra gant kalz merc'hed, hep mont gwech ebet, pe dost, kalz pelloc'h ganto evelkent (« How ya doin' ? » zo ur frazenn a lavar alies evit merc'heta). Piket e voe e galon gant Rachel avat.
Chandler Bing c'hoariet gant Matthew Perry
Kenlojañ a ra gant Joey adalek ar c'houlzad kentañ, ur mignon a-gozh da Ross ha pried Monica, c'hoar Ross. Borodus eo e vicher, ha n'eo ket gwall sklaer anv e vicher zoken (gouzout a reer eo liammet gant « adkefluniañ roadennoù » ha « faktoriñ stadegoù »). Mont a ra war-zu ur post e bed ar bruderezh da c'houde (koulzad 9). Kizidik-tre eo a-hed an heuliad. E dad zo ur vaouez treuzjener, e penn un arvest e Las Vegas (« Viva las Gaygas ! »), hag e vamm he deus skrivet levrioù erotek brudet-tre. Pa dorr-dimezas e gerent, pa oa yaouank, ec'h implijas ar fent goapaus evit en em zifenn (« Hi, I'm Chandler, I make jokes when I'm uncomfortable » zo ur frazenn deuet da vezañ brudet). Studiañ a rae en ul lise prevez evit ar baotred hepken ha kompren a reer e oa pinvidik e familh. E-pad pell eo bet diaes dezhañ empenntiñ mennozh an dimeziñ ha kaout bugale, met ur wech gant Monica e cheñch tro-spered. Advugelañ a ra daou vugel : Jack Bing, anvet diwar tad Monica, hag Erica Bing, a oa anv an engehentourez (ar vaouez he deus douget ar gevelled).
Ross Geller c'hoariet gant David Schwimmer
Breur Monica ha mignon da Chandler abaoe ar Skol-veur eo. Paleontologour eo, ur vicher a blij dezhañ kalz met ne zedenn ket kalz e vignoned. Karout a ra Rachel e sekred abaoe al lise ha cheñch-dicheñch eo o istor a-hed an 10 koulzad. Asambles int er c'houlzad 3 hag abalamour d'un treuzkompren e tispartiont (« We were on a break ! »). Dimezet ha torr-dimezet 3 gwech eo : gant Carol, ur vaouez heñvelreizh a zimez gant Susan er c'houlzad 2 (ur mab, Ben, o deus asambles er c'houlzad 1 hag eo Carol ha Susan a ra war e dro peurliesañ), gant Emily, eus Bro-Saoz, asambles int bet e-pad un nebeud mizioù, dimezet kerkent, met distagañ a ra Ross an anv fall da vare an eured dirak an aoter (koulzad 4), ha Rachel, dimeziñ a reont mezv-poch e Las Vegas (koulzad 5). Torr-dimeziñ a reont nebeud amzer goude. Genel a ra Rachel e verc'h, Emma er c'houlzad 8, hag e klaskont desevel anezhi asambles memestra. E fin an heuliad e teuont da vezañ ur c'houblad en-dro.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. List of Friends Episodes. Kavet : 6 janvier 2016..
  2. Sérisier, Pierre (2011). Sériescopie: guide thématique des séries télé, Ellipses, Culture pop. ISBN 978-2-7298-7052-2. 
  3. The 100 Best TV Shows Of All Time. Kavet : 2022-12-10.
  4. AlloCine. Les 100 meilleurs épisodes de tous les temps !
    (fr)
    . Kavet : 2022-12-10.
  5. The shows of the decade. Kavet : 2022-12-10.
  6. Diverses anecdotes sur Friends