Mont d’an endalc’had

Bragoù

Eus Wikipedia
Ur bragoù

Ar bragoù ( bragaouioù, brageier el liester) zo ur pezh dilhad da wiskañ traoñ ar c'horf adalek an dargreiz betek an daouufern. Ur pezh dilhad evit ar baotred eo bet pell amzer : e dibenn ar bloavezhioù 1960 e veze difennet c'hoazh d'ar skoliadezed gwiskañ brageier da vont da skolioù a zo e Breizh.

Bragaouioù merc'hed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-raok an XXvet kantved e oa ral ar merc'hed hag a wiske bragaouioù evel ma rae George Sand. Aesoc'h e kavent gwiskañ brageier da varc'hegañ. Lod a gave gwell gwareziñ o c'horf, evel merc'hed ar mengleuzioù.

Goude ar Brezel-bed kentañ e krogas ar merc'hed pinvidik da wiskañ bragaouioù ha da droc'hañ o blev, da zilezel doareoù stag ouzh ar gevredigezh kozh ma ranke ar merc'hed plegañ da reolennoù strizh en o dilhad evel en o emzalc'h.

Hiziv e plij d'ar merc'hed gwiskañ bragaouioù a bep seurt, berr pe verroc'h, hervez an amzer, pe a-wechoù hervez pezh a fell dezho diskouez.

Gant emdroadur ar gevredigezh e karterioù a zo e vez ret zoken d'ar merc'hed gwiskañ brageier mar ne fell ket dezho bezañ kunujennet pe gwallgaset war zigarez e vijent gwisket evel gisti.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]