Mont d’an endalc’had

Faustina an Henañ

Eus Wikipedia
Ur pennad Faustina zo ivez.
Faostina an Henañ
Aureus da Faustina an Henañ.

Annia Galeria Faustina, lesanvet Faustina Maior pe Faustina an Henañ (c. 100 - c. 140), a oa un impalaerez roman, pried da Antoninus Pius, impalaer eus 138 da 161.

Ganet e oa e Roma, en un tiegezh roman eus Hispania. Merc'h e oa d'ar c'honsul Marcus Annius Verus. He mamm, Rupilia Faustina, a oa gournizez d'an impalaer Trajan. Nizez e oa da Vibia Sabina (83136 pe 137), pried an impalaer Hadrian.

C'hoar e oa da Varcus Annius Libo, konsul e 128, ha da Varcus Annius Verus, praetor, marvet e 124, a oa pried da Zomitia Lucilla Minor ha tad da Varcus Aurelius ; ur c'hoar he doa ivez, Annia Cornificia Faustina[1].

Dimeziñ a reas da Antoninus Pius etre 110 ha 115. Pevar bugel o doe :

  1. Historia Augusta, Buhez de Marcus-Aurelius, 1.