Katowice
Katowice (distaget [katɔ'vʲitsɛ] e poloneg ; Katovice e tchekeg, Kattowitz en alamaneg) eo an dekvet kêr vrasañ e Polonia. Kêr-benn rannvro Silezia eo, war ribl ar stêrioù Kłodnica ha Rawa. Unan eus pouezusañ kreizennoù greantel Polonia eo hag ar gêr vrasañ e Silezia Uhel, gant 303 314 (2014) annezad e kêr, 2 441 000 en tolpad-kêrioù ha tremen 5 milion e Meurgêr Silezia Uhel (2009).
![](http://178.128.105.246/host-http-upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/8/84/Muzeum_Slaskie2.jpg/250px-Muzeum_Slaskie2.jpg)