Mont d’an endalc’had

Banniel Spagn

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Banniel Spagn
Banniel Spagn
Kenfeurioù 2:3
Lesanv Rojigualda
Kod bannielouriezh

Banniel evit pep degouezh

Banniel Spagn sivil
Kod bannielouriezh

Banniel sivil douar ha mor (adstumm)

Degemeret d'an 28.05.1785; kodekaat diwezhañ 05.10.1981
Livioù Pantone
  • ██ ruz 186C
  • ██ melen 116C
  • Banniel Spagn (spagnoleg: Bandera de España, ha lesanvet "la Rojigualda" “ruz-melen aour”) a zo ur banniel gant teir bandenn a-led ruz, melen ha ruz. An hanter ledanoc'h eo ar vandenn velen. Ardamezioù ar vro a gaver war ar vandenn velen, ouzh tu ar gwint.

    Orin

    Banniel mor brezel (1875-1931); banniel broadel (1843-1873) (1874-1931)
    Banniel sivil war vor (1785-1927)
    Banniel Republik kentañ Spagn (1873-1874)

    E 1785 eo e c'hourc'hemennas ar roue Carlos III ober gant ar banniel-se war listri brezel Spagn. Dont a reas da vezañ banniel broadel e 1843, ha padet en deus betek 1931, betek ma voe diazezet ar Republik. Disheñvelik e oa ar banniel sivil war vor, melen e oa gant 2 vandenn ruz. Pa voe diazezet Republik kentañ Spagn a voe berrbad (1873-1874) e oa miret ar memes banniel, hep ar gurunenn avat.

    1931-1939

    Ur banniel nevez a voe krouet e 1931 gant Eil Republik Spagn, evit pellaat diouzh ar banniel all a oa lakaet da vonarkour. Hervez ar c'hiz republikan e oa graet gant teir bandenn gevatal, hag e-lec'h ar vandenn ruz en traoñ e voe lakaet unan vouk evit aroueziañ Kastilha ha León (ar melen hag ar ruz a oa lakaet da vezañ livioù rouantelezh Aragón). Graet e veze La Tricolor anezhañ. Ar banniel sivil a oa heñvel nemet ne oa ket an ardamezioù warnañ.


    Spagn dindan Franco

    Banniel Spagn dindan Franco (1936–1938)
    Banniel Spagn dindan Franco (1938–1945)

    Banniel Spagn dindan Franco (1945–1977)

    Ar brezel kaset war-raok gant ul lodenn eus an arme dindan renerezh Francisco Franco ha trec'h ar vroadelourien, a lakaas un termen da vanniel ar Republik. Gant an diktatouriezh lakaet e pleustr e voe adsavet ar banniel kent, ha lakaet ardamezioù nevez, warno erer Sant Yann.

    Goude Franco

    Banniel Spagn (1977–1981)

    Mervel a reas Franco e 1975. Hag e loc'has an argerzh evit lakaat ar Vourboned en-dro war an tron gant ar roue Juan Carlos Iañ. E 1977 e voe degaset un tamm kemm en ardamezioù. Bonreizh Spagn 1978 a lavar en he mellad 42.12 ez a teir bandenn ruz, melen, ruz, gant ar vandenn velen an hanter ledanoc'h eget an div all, da ober banniel Spagn. E miz Kerzu 1981 e voe divizet an ardamezioù nevez.

    Liammoù diavaez


    Commons
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.