Mont d’an endalc’had

Bermuda

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Pelec'h emañ Bermuda.

Bermuda[1] pe ar Bermudez[2], Bermuda dre vras e saozneg, met The Bermudas pe Somers Isles ent-ofisiel, a zo un tiriad tramor eus Breizh-Veur er Meurvor Atlantel an Norzh, er-maez da aodoù gevred ar Stadoù-Unanet. Hamilton eo ar gêr-benn.

Dizoloet e oa bet an enezeg gant ar merdeer spagnol Juan de Bermúdez er bloaz 1505, hag e anv eo a zo bet roet d'an tiriad. Daoust ma'z eo un enezeg ez eus un enezenn bennañ hepken (Main Island), hag un druilhad enezennoùigoù munut, pe neuze inizi tost-tost d'an Douar bras, evel St George's Island, St David's Island er biz, pe Ireland Island North hag Ireland Island South er gwalarn.

Notennoù ha daveennoù

  1. Geriadur brezhoneg An Here, 2001, p. 1428.
  2. Roparz Hemon, Geriadur brezhoneg-galleg, galleg-brezhoneg, 1997, p.76a.