Mont d’an endalc’had

Inizi Maluku

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Inizi Maluku

An inizi Maluku (pe Molukez) zo inizi en Indonezia, e reter an enezeg. Emaint er reter da Sulawesi, er c'hornôg da C'hinea Nevez hag en norzh da enez Timor.

Enezennoù bihan eo an darn vrasañ anezho ; gorread an hollad anezho zo war-dro 74 505 km² hag annezet e oant gant 1 895 000 a dud e 2000. War ul lodenn vat eus an enezennoù ez eus menezioù-tan ha lod anezho o tarzhañ ur wech an amzer.

Istor

E-pad kantvedoù e voe an inizi Maluku ul lodenn eus Indez Nederlandat ar Reter, en Impalaeriezh trevadennel an Izelvroioù. Lesanvet e oant "Inizi ar Spisoù" en amzer-hont, dre ma veze tennet kalz a graoñ-muskadez anezho.

Er bloavezhioù 1950, pa oa deuet Indonezia da vezañ dizalc'h diouzh an Izelvroioù e voe un emsav a c'houlenne dizalc'hiezh inizi Maluku ar Su diouzh Indonezia. Evit tec'hout diouzh an emgannoù etre an dizalc'herien hag arme Indonezia ez eas tud da repuañ d'an Izelvroioù ha niverus a-walc'h eo o diskennidi er vro-se.

Etre 1950 ha 1999 e oa eus an enezeg ur rannvro eus Indonezia, met e 1999 e voe rannet etre div rannvro : Maluku, en-dro da enez Ambon, ha Norzh Maluku, en-dro da enez Halmahera. Etre 1999 ha 2002 e voe, meur a wech, emgannoù kalet etre kristenien ha muzulmiz en enezeg. Abaoe e seblant an traoù bezañ siouloc'h.