Mont d’an endalc’had

Penn ar silabenn

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Skouerioù
Ger Penn
mat [mat] [m]
bed [be:d] [b]
ed [e:d] Ø penn mann

Er yezhoniezh e vez implijet an termen penn ar silabenn (saoz.: syllable onset) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur gensonenn a c'hell bezañ implijet e penn-kentañ ur silabenn dirak ar graoñell.

Hervez reolennoù fonotaktikel pep yezh e c'heller kaout e penn ur silabenn ur gensonenn nemetken pe meur a hini renk-ouzh-renk: da skouer:

Ur gensonenn
"bazh"
Div gensonenn
"blaz"
Teir c'hensonenn
"splujañ"

E yezhoù all, evel da skouer ar jorjieg e c'heller kavout kalz muioc'h a gensonennoù renk-ouzh-renk e penn ur silabenn.

Gwelit ivez