Mont d’an endalc’had

Skol-Veur Naoned

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.

Skol-veur koshañ ha brasañ Breizh eo Skol-Veur Naoned. 33,000 studier a zo enni.

Istor

Diazezet e voe gant ar c'hannader Beltram Milon gant mennozh an Dug Frañsez II. Ar Pab Pi II a roas e asant dre vuilh pabel d'ar 4 a viz Ebrel 1460 e Siena.

Koulskoude e voe bet tremenet un hanter-kant bloaz bennak araok dont a-benn. Ur bern eus tud desket Lez Duked Breizh a oa bet e skolioù-meur en estrenvro (Añje ha Pariz dreist-holl). Mennet e oa an Duked eta da grouiñ ur skol-veur er vro evit stummañ ar frammerien ha kadarnaat o galloud. Koulskoude en doa nac'het ar Pab teir gwech diazezañ ur gevrenn doueoniezh en e vuilhoù e 1414, 1419 ha 1440 ablamour o doa anavezet an Duged pibien Avignon e-pad ar Sism bras.

Kevrennoù ar skol-veur nevez a oa an arzoù, ar gwir broiz ha Kanon an Iliz, ar medisinerezh hag an doueoniezh.

Pa voe staget Breizh ouzh Bro-C'hall er XVIvet kantved e cheñchas an traoù evit ar skol-veur. Dleout a rae hiviziken kevezañ ouzh Skol-Veur Añje diazezet e 1306, pe Roazhon hag a zegemer bremañ Parlamant Breizh. Treuzlatet e voe zoken kevrenn ar gwir da Roazhon gant Roue Bro-C'hall e 1735. Skol-Veur Naoned hag an holl skolioù-meur e Frañs a voe serret dre dekred ar Convention Nationale e miz Eost 1793.

Napoléon Bonaparte a ziazezas ur skol vedisinerezh e 1808. Un nebeud skolioù a voe krouet dre intrudu prevez e-pad an XIXvet kantved.

Naoned a zeu da vezañ kreizenn ur "rannvro" nevez d'an 29 a viz Kerzu 1961 : Akademiezh Naoned, gant Bro-Naoned ha departamantoù Maine-et-Loire, Mayenne, Vendée ha Sarthe (e-barzh Skol-Veur Caen betek aze), da lâret eo an tiriad hag a teuio da vezañ Broioù-al-Liger ar bloavezhioù 1970. Lodenn all Breizh a zo lakaet en ur akademiezh nevez anvet "Akademiezh Roazhon". Teir c'hevrenn nevez a annez war ribloù an Erzh : skiantoù, lizhiri ha gwir, ha diwezatoc'h tachennoù all evel ar sosiologiezh. Skol-Veur Naoned zo diazezet en-dro da vat e 1970, tost da dri c'hantved war-lerc'h he distrujadur, met disrannet ouzh ar peurrest eus Breizh ha staget ouzh kornog Bro-C'hall ar wech-mañ.

Roll he frezidanted

  • Jean-Pierre Kerneïs (medisinerezh) 1971 - 1975
  • Loïc Sparfel (apotikerezh) 1975 - 1979
  • Jacques Vilaines (skiantoù) 1979 - 1984
  • Paul Malvy (merour da c'hortoz, medisinerezh) 1985 - 1988
  • Serge Renaudin (skiantoù) 1988 - 1993
  • Jacques-Henri Jayez (teknologiezh) 1993 - 1997
  • Yann Tanguy (gwir) 1997 - 2002
  • François Resche (medisinerezh) 2002-2007
  • Yves Lecointe (teknologiezh) 2007

Ar Skol-Veur bremañ

Ur skol-veur publik eo, Yves Lecointe he frezidant abaoe Meurzh 2007. E Akademiezh Naoned emañ hiziv, hag a glok gant ar rannvro velestradurel Broioù-al-Liger. Tuta a ra 3 000 den en holl.

Kalz sindikachoù studierien hag obererezhioù sevenadurel zo bodet enni.

Setu roll ar c'hevrennoù ha skolioù :

  • Kevrenn ar Gwir hag ar Skiantoù Armerzhel ha Merañ
  • Kevrenn ar Vedisinerezh
  • Kevrenn ar Skiantoù
  • Kevrenn ar Yezhoù
  • Kevrenn al Lizhiri ha Skiantoù an Den
  • Ensavadur Skol-veur A Deknologiezh (ESAD)
  • Skol Liesteknik Naoned

Darvoudoù

Michel Mayor, ur steredoniour suis, a gemenn d'ar 16 a viz Mezheven 2008 e Skol-Veur Naoned ez eus bet dizoloet evit ar wech kentañ teir ezplanedenn gant an hevelep tolz hag an Douar.

Levrioù diwar he fenn

  • Histoire de l'Université de Nantes 1460-1993, oberenn a-stroll dindan renerezh Gérard Emptoz, Presses Universitaires de Rennes (2001), 364 p. meur a gartenn, grafikoù ha skeudennoù.
  • "Histoire ancienne de notre université", Pocquet du Haut-Jusse, Annales de Bretagne, 55, 1948, p. 156-182.
  • L'enseignement à Nantes au XVIIIème siècle gant Frédérique Pitou, mestroniezh Istor, Skol-Veur Naoned, renerezh Y. Durand, 1975.
  • Villes et institutions scientifiques gant Anne-Claire Dere ha Gérard Emptoz. Rapport final, Programme Interdisciplinaire de Recherche Sur les Villes (PIR-VILLES-CNRS), 1996, p. 47-57, 138-144, 172-178, 256-264
  • Histoire de l'enseignement supérieur à Nantes de 1920 à 1961 gant Jean-Luc Legrand, mestroniezh Istor, renerezh M. Nouailhat, 1990, 230 p. + stagadennoù.
  • L'université de Nantes et les événements de mai 1968 gant Alain Le Bloas, mestroniezh, renerezh M. Nouailhat, 1987, 134 p.
  • L'université de Nantes de 1969 à nos jours gant Hubert Yrigoyen, mestroniezh, renerezh M. Nouailhat, 1998, 124 p.

Ur romant istorel gant ar roazhonez Evelyne Brisou-Pellen, Le Fantôme de Maître Guillemin (Gallimard Folio junior) a zegouezh e Skol-Veur Naoned e 1481.

Liammoù diavaez