Mont d’an endalc’had

Vittorio Emanuele Orlando

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
V. E. Orlando

Vittorio Emanuele Orlando (19 a viz Mae 18601añ a viz Kerzu 1952) a oa ur politiker italian.

Kentañ Ministr Italia e voe e dibenn ar Brezel-bed Kentañ. E skridoù zo e vez diskouezet evel un den a roas ur skeudenn fall eus Italia er Guzuliadeg evit ar Peoc'h a oa bet e Pariz e 1919, abalamour ma n'en em gleve ket gant ministr italian an Aferioù Diavaez, Sidney Sonnino ; gant tud all avat eo anavezet evel "Kentañ Ministr an Trec'h", dre ma renas Italia d'ar mare ma oa o stourm ouzh ar Galloudoù Kreiz, a-du gant ar Gevredidi, er Brezel-bed Kentañ.

Goude an Eil Brezel-bed e voe dilennet da gannad er Vodadenn vonreizhañ hag he frezidant e oa pa voe troet Italia en ur Republik.