Mont d’an endalc’had

Neodimiom

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Neodimiom
PrazeodimiomNeodimiomPrometiom

Nd
U
Taolenn beriodek, Neodimiom
Perzhioù hollek
Niver atomek 60
Rummad kimiek Lantanidoù
Strollad Lantanidoù
Trovezh 6
Bloc'h f
Tolz atomek 144,240
Aozadur elektronek
[Xe] 4f4 6s2
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 22, 8, 2
Perzhioù atomek
Niver oksidadur + 3
Oksidenn vazennek skañv
Tredanleiegezh 1,14 (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 533,081 kJ/mol
2 : 1 034,322 kJ/mol
3 : 2 132,324 kJ/mol
4 : 3 898,004 kJ/mol
Skin atomek 239 pm
Skin kenamsav 188 pm
Skin Van der Vaals (stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled
Douester (≈20 °C) 7 g/cm3
Teuzverk 1 016 °C
Bervverk 3 074 °C
Tredanharzusted 643 nΩ•m (e 20 °C)
Neuz an elfenn

Un elfenn gimiek eo an neodimiom ; Nd eo e arouez kimiek, 60 e niver atomek ha 144,240 e dolz atomek.

Istor

E 1839 e tizoloas ar c'himiour svedat Carl Gustaf Mosander an didimiom, a zo ur meskaj eus tri douar rouez ; unan anezho eo ar c'heriom 58Pr, bet dizoloet gant Axel Erdmann e 1839 ivez.
E 1885 e voe hiniennekaet an div elfenn all gant ar c'himiour aostrian Carl Auer von Wesbach : ar prazeodimiom 58Pr hag an neodimiom 60Nd.

Eus ar gresianeg νέος neos, "nevez", ha διδύμος didumos, "gevell" e teu neodimiom : kevret gant keriom ha prazeodimiom en e gaver er c'hailhoù.

Kenderc'hadur

Er c'hailhoù bastnäsit (Pr,La,Y)CO3F ha monazit (Pr,La,Th,Nd,Y)PO4 pergen e kaver neodimiom.[1].

Perzhioù

Ur metal liv an argant gwenn, blot, govelius hag orjalennus eo an neodimiom.
Buan e vez oksidet en aer ; diskolpañ a ra an oksidenn, ar pezh a laka muioc'h a vetal en aer : goude ur bloavezh ne chom nemet oksidenn neodimiom[2].

Kimiek

Par da re ar c'heriom ha re ar prazeodimiom eo perzhioù kimiek an neodimiom.

  • E 150°C e tev an neodimiom da reiñ oksidenn neodimiom(III) :
4 Nd + 3 O2 → 2 Nd2O3
  • Dazgwerediñ gorrek e ra Pr gant dour yen, ha buan gant dour zomm da reiñ hidroksidenn neodimiom(III) :
2 Nd [k] + 6 H2O [d] → 2 Nd(OH)3 [dz] + 3 H2 [g][3]
  • Gant an holl halogenoù e tazgwered an neodimiom diouzhtu :
2 Nd (k) + 3 F2 (g) → 2 NdF3 (k) [liv mouk]
2 Nd (k) + 3 Cl2 (g) → 2 NdCl3 (k) [gell-mouk]
2 Nd (k) + 3 Br2 (g) → 2 NdBr3 (k) [mouk]
2 Nd (k) + 3 ||iod|I]]2 (g) → 2 NdI3 (k) [gwer]

Izotopoù

Eus Nd-124 betek Nd-161 ez astenn skalfad izotopoù an neodimiom.
Pemp izotop stabil a gaver en natur : 142Nd, 143Nd, 145Nd, 146Nd ha 148Nd, Nd-142 o vezañ an hini stabilañ.
Skinizotopoù zo anavezet ivez, 33 anezho, ar re stabilañ o vezañ Nd-144 hag Nd-150 ; en natur e vezont kavet.

Izotopoù stabilañ an neodimiom
Izotop % en natur Hanter-vuhez Digevanad
142Nd 27,2 Stabil, 82 neutron
143Nd 12,2 Stabil, 83 neutron
144Nd 23,8 2,29 x 1015 bloavezh 140Ce (dre skinoù α)
145Nd 8,3 > 6 x 1016 bloavezh 141Ce (dre skinoù α)
146Nd 17,2 Stabil, 86 neutron

148Nd

5,7

> 3 x 1018 bloavezh

144Ce (dre skinoù α)
148Sm (dre skinoù β)
150Nd 5,6 6,7 x 1018 bloavezh 150Sm (dre skinoù β)

Arver

Oksidenn neodimiom (Nd2O3) a lakaer er gwer evit e livañ en ur skalfad em astenn eus mouk betek ruz teñval ha griz. Hervez natur ar gouloù (naturel pe get) a sko warni e kemm arliv ur glogorenn fardet gant 5% neodimiom.
Ar gwarelloù galloudusañ a anavezer eo ar re fardet gant neodimiom (Ne2Fe14B). Gouest int da sevel tolzadennoù mil gwezh brasoc'h eget o zolz dezho. Skañvoc'h, kreñvoc'h ha marc'hadmatoc'h int eget ar gwarelloù fardet gant samariom ha kobalt (SmCo5), hogen koll a ra ar gwarelloù Ne2Fe14B o galloud er gwrezverkoù uhel ha techet e vezont da verglañ, ar pezh na c'hoarvez ket gant SmCo5, a chom stabil bepred.
E kement degouezh ma ranker ober gant gwarelloù bihan, skañv ha kreñv ez arverer neodimiom : da fardañ klevelloù, korrglevelloù evit ar binvioù-seniñ (ar gitaroù-tredan, da skouer), uhelgomzerioù, selaouelloù, kantennoù kalet an urzhiataerioù.
Er c'hefluskerioù-tredan en o implijer ivez, evel el lunelloù aerlistri, en aerluzelloù hag er c'hirri hiron — war-dro 1 kg a neodimiom zo e keflusker ur c'harr hiron[4]
Ionennoù neodimium a implijer da fardañ strinkennoù evel Nd:Y3Al5O12, LiYF4 ha YVO4 a-benn amplaat hordennoù skinadoù laser e rann danruz ar skalfad tredanwarellek (700 nm-1 mm o zrohed). Bukelloù-laser, gwer pe ruz liv an hordenn, a reer gant hevelep strinkennoù goude bezañ o zroet e gouloù gwelus dre gemmañ an trohed. Da ziskouez stlennoù pouezus war ur skramm e talvezont, e-kerzh kentelioù pe brezegennoù.

Notennoù

  1. United States Geological Survey
  2. Metallium Inc. (en) Liamm oberiant 15 GEN 13
  3. Alc'hwez : k = kalet, d = dourek, dz = dourzileizhenn, g = gaz
  4. GORMAN Steve, As hybrid cars gobble rare metals, shortage looms Reuters, 31 EOS 09 (en) Liamm oberiant 19 GEN 13

Daveennoù

Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok