Bulawayo
Neuz
![](http://178.128.105.246/cars-http-upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/7/72/Bulavayo_22032005.jpg/220px-Bulavayo_22032005.jpg)
An eil kêr vrasañ eus Zimbabwe eo Bulawayo, goude ar gêr-benn Harare. Bez' eo ivez pennlec'h proviñs Norzh Matabeleland, unan eus dek proviñs Zimbabwe ha kêr vrasañ ar rannvro anvet Matabeleland. Emañ war lez ar stêr Matsheumlope e mervent ar vro.
Bulawayo eo kreizenn c'hreantel bennañ Zimbabwe. Eno emañ penngreizenn hentoù-houarn ar vro. Poblet e oa gant 653 337 a dud e 2012.