Emgann Mosoul (2016-2017)
Gant ar ger Emgann Mosoul e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Emgann Mosoul (disheñvelout).
Emgann Mosoul (2016-2017) | |||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
![]() Kartenn an emgann | |||||||||
| |||||||||
Emgannerien | |||||||||
![]() ![]() Aozadur Badr ![]() ![]() | ![]() | ||||||||
Pennoù-brezel | |||||||||
![]() ![]() ![]() Hadi Al-Amiri (Penn an aozadur Badr) | ![]() ![]() ![]() ![]() ![]() ![]() ![]() ![]() | ||||||||
Niver a emgannerien | |||||||||
111 000 Nerzhioù lu Irak:
Nerzhioù enep-sponterezh Irak: | 4000-9000 (1000 djihadour estren)
| ||||||||
Kolloù | |||||||||
![]()
![]() | ![]() Etre 8622 ha 9622 (hervez gouarnamant Irak) |
Emgann Mosoul (arabeg : معركة الموصل; ; kurdeg kreiz : شەڕی مووسڵ) e 2016 zo un argadenn liesnerzh gant nerzhioù lu gouarnamant Irak hag he harperien, Kurdistan Irak, ha nerzhioù etrebroadel, en sell da adkemer kêr Vōṣul a zo e dalc'h ar Stad Islamek abaoe Kouezhadenn Mosul e miz Even 2014. An argadenn lesanvet "We Are Coming, Nineveh" (قادمون يا نينوى; Qadimun Ya Naynawa), a grogas d'ar 16 a viz Here 2016[4] a vodas nerzhioù stourm o sevel sez war kêr. An emgann-se a vez gwelet evel un oberiadur brezel diazez a-enep ar Stad Islamek. Bez' e voe an implij brasañ eus nerzhioù lu Irak abaoe Aloubadeg Irak e 2003 gant Stadoù-Unanet Amerika hag o harperien.
Emgann Mosoul zo un heuliad eus argadenn Mosoul 2015 hag eus argadenn Mousoul 2016. Tro 1.5 milion a drevourien a oa o chom e kêr pa voe kroget gant an emgann. Aon a oa savet rak un enkadenn denel drastus abalamour d'an niver a repuidi a oa o tec'hout a-zirak an emgann hep kavout lec'hioù repuiñ niverus a-walc'h. Ouzhpenn-se, emeur engortoz da welout ar Stad Islamek oc'h implijout ar siviled a zo sac'het e kêr evel skoedoù denel.
Gant soudarded Irak ha Peshmergaed e voe boulc'het Emgann Mosoul, pa zagjont nerzhioù ar Stad Islamek dre dri c'hostez war an dro a-vaez da Vosoul. O vont a gêriadenn da gêriadenn e klaskent lakaat sez war Mosoul. En un nebeud devezhioù e voe adtapet un dousennad kêriadennoù a-ziwar daouarn ar Stad Islamek. A-feur ma tostae an nerzhioù lu enebet d'an Djihadourien e kreske an enep-argadoù evit talañ outo gant implij tarzhadennoù-emlazh dreist-holl, pe trapoù-tarzh.
Ma z'eo sklaer hag anat ne c'hello ket an aozadur Stad Islamek bezañ trec'h d'an emgann e chom amsklaer pet amzer a vezo ezhomm evit adkemer ar gêr ha dreist-holl pet a dud soudarded, milisianed ha trevourien a zaio da Anaon.
Pa gouezho kêr Vosoul e vezo fin ar Stad Islamek en Irak setu perak e oar ar gadourien ar gêr e vezo un emgann garv etrezo ha nerzhioù ar C'halifat. Ar stad Islamek a glasko implij an holl doareoù a vo tu dezhañ a-benn gounezh amzer a-raok ar gouezhadenn ha dreist-holl diskouez ez eo an emgann-se hini an Djihad a-enep ar gevredidi. Ar pal a zo ivez dezho da blantañ aon war nerzhioù a vefe dedennet gant tagañ Raqqa kêrbenn ar C'halifat Stad Islamek e Siria.
Prientiñ an emgann
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tu enep Stad Islamek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pep diaesañ ar mare prientiñ d'an emgann ne voe ket ar gourdoniñ pe an dafariñ met gouzout piv a gemerfe perzh hag evit ober petra. Kalz nerzhioù ouzhpenn da nerzhioù lu ha surentez ar Stad irakian a fell dezho kemer perzh er stourm. Nerzhioù stourm ar Gurded, bezenoù chiit pe sunnit, lu Turkia... Pep hini anezho a fell dezhañ kemer perzh en emgann met gant palioù lies ur wech trec'het ha skarzhet ar Stad Islamek diouzh kêr Mosoul.
![](http://178.128.105.246/cars-http-upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/3/39/Battle_of_Mosul_-_Iraqi_security_forces_transport_combat_equipment_2.jpg/300px-Battle_of_Mosul_-_Iraqi_security_forces_transport_combat_equipment_2.jpg)
Ouzhpenn da-se lod bezenoù a zo war listenn an aozadurioù sponterezh irakian pe Amerikan met a vez o stourm asambles gant nerzhioù lu Irak pe gant sikour gourdonerien SUA hag e gevredidi. Choazet e oa bet aerborzh Qayyarah Kornôg evel lec'h diazez d'ar pennoù brezel a-benn ren an dagadenn war Mosoul.
![](http://178.128.105.246/cars-http-upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/a/ab/US_and_Iraqi_leaders_discuss_battle_plans_at_Q-West.jpg/220px-US_and_Iraqi_leaders_discuss_battle_plans_at_Q-West.jpg)
Tu ar Stad Islamek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-raok an emgann e voe toullet fozioù-difenn e-pep lec'h dre kêr Vosoul kement hag ar gêriadennoù tro-dro. Ouzhpenn-se e voe lakaet bloc'hadoù betoñs war an hentoù evit talañ ouzh ar c'hirri tagañ. Dilojet e oa bet dre ret milieroù trevour evit dont da vezañ skoedoù denel d'an djihadourien.
Ar Stad Islamek a brientas hag a lakaas e-plas ardivinkoù tarzh primsavet er muiañ a lec'hioù ma oa tu a-benn trapañ ar soudarded o tagañ anezho. Toullet e oa bet ivez ribinoù dindan zouar e-leizh pe evit kuzhañ an djihadourien diouzh ar bombezadegoù lies pe evit reiñ an tu dezho da dagañ o enebourien dre a-dreñv.
Ouzhpenn da-se e oa bet prientet bombezennoù evit ar re kamikaze, betek kirri-hobregonet emlazh. Danvez tarzh a zo bet lakaet dindan an holl pontoù evit distruj anezho a lakaat tizh an argadourien enep Stad Islamek da vezañ sioulaet.
Dre ar vank anat a gadourien a voe tu d'ar Stad Islamek enebiñ da argaderien kêr Vosoul e voe rediet lod paotred ar c'horn-bro da emezelliñ dre ret e nerzhioù stourm ar Wilayat al-Jazirah. Ar re-se o devoa ar choaz pe emezelliñ pe bezañ lazhadeget. Hervez meur a vammennoù ar re anezho a-gill e-pad an emgann a zo lakaet d'ar marv gant doareoù spouronus (tredanet, beuzet, devet...).
An emgann
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'ar 16 a viz Here 2016, Kentañ maodiern Irak Haidar al-Abadi a zisklerias e oa kroget an dagadenn evit adpakañ kêr Mosoul. Ar c'hanolierezh a grogas gant tennañ war lec'hioù difenn ar Stad Islamek gant Kanolioù ponner howitzer Amerikan ha mortarioù ar Pershmerga.
![](http://178.128.105.246/cars-http-upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/5/59/M109A6_Paladin_at_Qayyarah_October_2016.jpg/300px-M109A6_Paladin_at_Qayyarah_October_2016.jpg)
Eus tu an argadourien enep Stad Islamek ez eus tro 110 000 soudard, re ar Stad Islamek a vefe etre 3000 ha 9000 d'an uhelañ. Evit ar spiañ Amerikan e vefe etre 300 ha 5000 djihadour e kêr Mosoul ha 100 betek 2000 lec'hiet war tro-war-dro kêr. Diaes eo gouzout an niver a djihadourien hep gouzout pet a oa bet kemeret a-ziwar douaroù Sirian ar C'halifad ha pet a zo bet emezelet dre ret e-touezh tud poblañs Mosoul. An darn eus an djihadourien hervez Mosul Eye a zo tud eus Irak paneveken eus korn-bro plaenennoù Ninive. Gouzout a reer ez eus bet degaset lod bugale eus aozadur Leoniged ar c'halifad eus Siria betek Mosoul.
30 a viz Here 2016
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez ar Syrian Observatory for Human Rights e vefe bet marvet 300 bugel sirian e-pad an emgann. Ar re-se a oa bet degaset gant ar Stad Islamek e Mosoul evel nerzh harp. D'an nebeutañ ez eus bet 480 stourmer Sirian d'an aozadur a zo aet da anaon abaoe penn kentañ an emgann, 300 anezho a vefe izili Leoniged ar c'halifad.
31 a viz Here 2016
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude bezañ bet aloubet kêriadenn Bazwaya, an hini ziwezhañ e-dalc'h gant ar Stad Islamek e reter Mosoul, an nerzhioù enep Stad Islamek a zo tro 1.6 km eus bannlevioù kêr hag 8.0 km esu kreiz-kêr.
Penn uhel ar Golden Division Fazil Barwari, a ziskler da Rudaw Media Network, e vezo deuet-tre kêr Mosoul gant nerzhioù lu Irak e-pad an nozvezh. Ar Jeneral Talib Shegati, penn an nerzhioù enep-sponterezh irakian a ziskler e vezo deuet-tre kêr en un nebeud eurvezhioù. Hervez ar Pentagon kantadoù stourmerien ar Stad Islamek a zo terc'het kuit a-raok ma errufe an argadourien.
Ar chadenn skinwel irakian TV network Al Sumaria en deus kemennet e oa bet paouezet gant ar Stad Islamek da gomz a-ziwar Mosoul evel kêrbenn ar c'halifad evit ar wech kentañ abaoe aloubadeg ar gêr e miz Even 2014. Ar pal a vez da brientiñ spered harperien an aozadur da welet koll ar gêr en desped d'un difennerezh kreñv.
Kentañ maodiern Irak Haidar al-Abadi, a zo deuet war ur skinwel ofisiel evit kas ur galv d'ar stourmerien djihadourien o c'houlenn dezho en em rentañ peogwir "n'o deus ket un hent all, hag hent kuit ebet" nemet "Mervel pe kodianañ"
3 a viz Du 2016
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kalif ar Stad Islamek Abu Bakr al-Baghdadi en deus embannet ur filmig propaganda gant son nemetken evit reiñ urzh da stourmerien e c'halifad da genderc'hel gant an emgann e-plas dirak an argadourien lies. Evit ar C'hurded eo kuzhet penn an aozadur e kêr Vosoul c'hoazh met n'eus prouenn anat ebet eus ar fed-se betek-henn. Goulennet eo bet ivez gant al-Baghdadi da dagañ kreñv Turkia hag Arabia Saoudat a zo gwelet evel treitourien d'an Islam dre o perzh en emgann a-enep ar Stad Islamek.
6 a viz Du 2016
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Enep tagadennoù ar Stad Islamek a redi nerzhioù enep sponterezh Irak da vont war gil evit ar wech kentañ. Feulsoc'h-feulsañ eo an emgann pa vez an nerzhioù enep Stad Islamek o vont tre kêr. Ar mailh-tennerien a-bep tu a vez e-kreizh an emgannoù. Krog eo e Siria gant an argadenn evit adtapout douaroù Raqqa diouzh ar Stad Islamek. 30 000 soudard eus ur c'hengevread Nerzhioù Demokratel Siria a grog gant an argadenn. Hervez al lec'hienn kelaouiñ Rudaw ez eo bet lazhet Abu Hamza al-Ansari ur penn uhel d'ar stad Islamek. Hervez e vefe bet emsavadegoù gant poblañs kêr Mosoul a-enep izili ar Stad Islamek, tri anezho a vefe bet lazhet ha 111 familh harp d'an aozadur rediet da derc'hout e Siria.
![](http://178.128.105.246/cars-http-upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/f/f5/Fake_ISIS_tank._South_of_Mosul._Northern_Iraq%2C_Western_Asia._23_November%2C_2016.jpg/220px-Fake_ISIS_tank._South_of_Mosul._Northern_Iraq%2C_Western_Asia._23_November%2C_2016.jpg)
7 a viz Du 2016
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]7 ezel d'ar Stad Islamek a zo bet dibennet war ur blasenn e Mosoul, rebechet dezho da vezañ torfedourien. Nerzhioù enep sponterezh Irak a vez diaes dezho derc'hel an nebeut tachennoù kêr a oa bet aloubet ganto. Enep argadoù drastus izili ar c'halifad Stad Islamek a zo drastus. An tankoù implijet e kêr a vez distrujet pe torrret buan-tre. Penn ofiserien ar brigadennoù hobregonet a ziskler ne z'int ket bet stummet evit seurt emgannioù hag e seblant dezho e vezo diaes spontus d'o soudarded da vezañ efedus e-pad an emgann kêrel-se.
13 a viz Du 2016
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'hed an aozadur stourm Al-Khansa brigade, ur strollad merc'hed armet doare polis ar vertuz, a vez o kuzhañ dre kêr Vosoul goude ma vefe bet goulennet dezho bezañ prest da vont gant hent an tarzhadennoù emlazh. Unan anezho a zo bet lazhadegegt gant izili ar Stad Islamek dre ma oa klasket terc'hout diouzh e kefridi nevez. Klask a vez war izili all ar strollad stourm rebechet dezho bezañ treitour d'al le d'a c'halif Abou Bakr Al Baghdadi.
Nerzhioù stourm lu Irak a zo skuizh gant an emgann, ar c'holloù a zo ramzel en desped d'ar guzh lakaet war-raok gant o fenn ofiserien. E doug un devezh e voe 37 soudard marvet ha 70 gloazhet don hervez ur penn ofiser. 2 tank t-72 a zo bet distrujet e-pad ar memes devezh. Aon a zo gant nerzhioù lu Irak ha gant ar Peshmergaed e vefe ezhomm mizioù all c'hoazh a-raok dont a-benn da tapout kêr[5].
![](http://178.128.105.246/cars-http-upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/1/1a/Eastern_Mosul_%28February_2017%29_01.jpg/220px-Eastern_Mosul_%28February_2017%29_01.jpg)
Dont a ra war-wel e oa un taol propaganda gant ma vefe bet emsavadegoù tud kêr a-enep ar Stad Islamek. Izili ar c'halifad a implij hentoù didan zouar evit tagañ soudarded lu Irak dre an a-dreñv pe distrujañ ar c'hirri hobregonet tapet gant an tachennoù treut evit fiñval o karbedoù stourm.
![](http://178.128.105.246/cars-http-upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/f/f4/U.S._Soldier_prepares_for_key_leader_engagement_to_assess_Iraqi_security_force_checkpoints_at_Q-West.jpg/300px-U.S._Soldier_prepares_for_key_leader_engagement_to_assess_Iraqi_security_force_checkpoints_at_Q-West.jpg)
14 a viz Du 2016
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez Hossam Eddin al-Abbar, un ezel da kuzul-kêr Nineve e vefe bet lazhet 30 ezel d'ar Stad Islamek gant pennoù ofiserien e-touezh anezho. Lazhet e vefent bet e-pad dieubidigezh kêriadenn al-Abbas (40 kilometr e kornôg Mosoul ). E-touezh ar sponterien e oa japaniz ha chinaiz. Enkelc'hiet e oant bet gant nerzhioù lu Irak a-raok bezañ lazhet.
Fin an emgann
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abaoe miz Even 2017 e oa stanket soudarded diwezhañ ar Stad Islamek e lodenn ar gêr kozh e Mosoul.
9 a viz Gouhere 2017
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Haidar al-Abadi kentañ ministr Irak a embann ez eo bet trec'het ar Stad Islamek padal e kendalc'h ar stourm evit peurechuiñ aloubadeg ar gêr. Disklêriañ a ra ivez ez laouen e vefe bet lakaet er post-se gant nerzhioù lu Irak ha pobl ar vro. Degemener ar gouarnamant Saad al-Hadithi, a zisklêrie eñ e vefe disklêriet dre un doare ofisiel an trec'h nemet ur wech ma vefe bet naetaet ar ger eus an holl djihadisted a chome c'hoazh.
Kolloù trevourien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]![](http://178.128.105.246/cars-http-upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/8/83/Iraqi_soldiers_and_civilians_in_eastern_Mosul.png/220px-Iraqi_soldiers_and_civilians_in_eastern_Mosul.png)
Uhel e oa an niver a golloù gortozet e-touez siviled en abeg d'an emgann, ha pa vijent lazhet e-pad an eskemmoù tennoù pe lazhadeget gant ar Stad Islamek pe gant an nerzhioù enebet outo.
![](http://178.128.105.246/cars-http-upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/6/69/Outskirts_of_Mosul%2C_Northern_Iraq%2C_Western_Asia._17_November%2C_2016.jpg/220px-Outskirts_of_Mosul%2C_Northern_Iraq%2C_Western_Asia._17_November%2C_2016.jpg)
D'an 21 a viz Here 2016 ez eus bet lazhadeget 540 trevour d'an nebeutañ gant ar Stad Islamek. 214 anezho à oa bet Izili d'an nerzhioù surentez irakian.
Propaganda
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]![](http://178.128.105.246/cars-http-upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/e/e6/ISOF_APC_on_the_streets_of_Mosul._Northern_Iraq%2C_Western_Asia._18_November%2C_2016.jpg/220px-ISOF_APC_on_the_streets_of_Mosul._Northern_Iraq%2C_Western_Asia._18_November%2C_2016.jpg)
Tu ar Stad Islamek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou filmig a zo bet embannet gant ar Stad Islamek e-pad an emgann betek an 31 a viz Here 2016. Evel boaz e vez taolennet feulster garv gant an aozadur[6].
- D'ar 17 a viz Here 2016 kentañ filmig "Deterring the Hirelings 2": Filmig propaganda o taolenniñ lazhadegoù ramzel izili ar stad Islamek eus "spierien" hervezo.
- D'an 31 a viz Here 2016 eil video lesanvet "Ignition of War": filmig propaganda o tiskouez argadennoù emlazh gant karbedoù tarzh, distrujoù karbedoù an argaderien gant djihadourien ar Stad Islamek.
- D'an 2 pe 3 a viz Du 2016: Ar c'halif Abu Bakr al-Baghdadi en deus embannet ur filmig propaganda gant son nemetken evit reiñ urzh da stourmerien e c'halifad da genderc'hel gant an emgann e-plas dirak an argadourien lies. Evit ar C'hurded eo kuzhet penn an aozadur e kêr Vosoul c'hoazh met n'eus prouenn anat ebet eus ar fed-se betek-henn. Goulennet eo bet ivez gant al-Baghdadi da dagañ kreñv Turkia hag Arabia Saoudat a zo gwelet evel treitourien d'an Islam dre o perzh en emgann a-enep ar Stad Islamek.
- 10 a viz Du 2016: Embannet ur poltred-diell gant poltriji tud kroazstaget evit bezañ rebechet da vezañ spierien, lod all bannet adal toennoù evit bezañ heñvelreizhidi, lod all a vez troc'het dezho un dorn.
- 14 a viz Du 2016: Film propaganda gant ar Stad Islamek anvet "The promise of Allah". Er film e welet izili ar Stad Islamek o stourm a-enep nerzhioù ar c'hengevrad, oc'h imlij dronoù evit aesaat distruj karbedoù hobregonet (Tantkoù Abrams...). Embannet e vez er video sifroù a-bep seurt evit diskouez e vefe spouronus kolloù ar c'hant, tud ha karbedoù ar c'hengevrad enep Stad Islamek.
Torfedoù lies
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]![](http://178.128.105.246/cars-http-upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/9/9c/Iraqi_Army_fire_a_heavy_machine_at_ISIS_positions_in_Mosul.jpg/220px-Iraqi_Army_fire_a_heavy_machine_at_ISIS_positions_in_Mosul.jpg)
Tu enep Stad Islamek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar c'hevredad enep Stad Islamek a vez rebechet dezhi torfedoù lies. Embannet e oa bet e-penn kentañ an emgann e oa torfedoù kaset da benn gant bezenoù nemetken. Gant an amzer o redek e teue war-wel e oa kalz muioc'h a unvezioù engouestlet.
- Jahinerezh trevourien
Ar bezen chiit Al-Hashd al-Shaabi a zo bet filmet o jahinañ daou vugel repuad e Mosoul[7]
- Jahinerezh prizonidi
An International Business Times he deus lakaet war-raok e oa bet skignet filmoùigoù enrollet war-eeun war ar rouedadoù sokial, a ziskouez nerzhioù surentez Irak o jahinañ prizonidi – bugale anezho (8 bloaz hervez) – gant ur morzhol[8]
- Fuzuilhadenn trevourien
Trevourien eus kêrioù tro-war-dro Mosoul a zo bet jahinet ha fuzuilhet gant nerzhioù surentez Irak ur wech prizoniet anezho[9].
- Bombezadennoù trevourien hag implij fosfor gwenn
Al lu stadunanat a vez rebechet dezhi da vezañ bombezet oc'h implij bombezennoù re bonner a lakae uhel ar riskloù da lazhañ trevourien. Lod kazetennerien Kurdek a embann sklaer e voe implijet bombezennoù fosfor gwenn difennet hervez gwir ar brezel.
Tu ar Stad Islamek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Feulster enep trevourien
- D'an 21 a viz Here 2016 ez eus bet lazhadeget 540 trevour d'an nebeutañ gant ar Stad Islamek. 214 anezho a oa bet Izili d'an nerzhioù surentez irakian. Ouzhpenn da-se ez eo bet rediet trevourien da fiñval etrezek kêr Mosoul evit dont da vezañ skoedoù denel d'an Djihadourien.
- Feulster enep kilerien
- D'ar 25 a viz Here 2016 ez eo bet lazhadeget 9 ezel d'ar Stad Islamek gant an aozadur evit bezañ kuitaet an emgann. Bannet eo bet an izili ur wech staget o taouarn hag o divc'harr e fozioù-difenn leun a eoul-maen entanet.[2]
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kartenn niverennel eus Irak gant emgann Mosoul a-zeiz da zeiz
- Kartenn tiriadoù ar Stad Islamek
- Blog Wordpress Mosul Eye
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Lec'hienn express.co.uk "GOTCHA: Brutish Islamic State butcher dubbed 'Rambo' killed in Battle of Mosul"
- ↑ 2,0 ha2,1 (en) Lec'hienn Theguardian.com "Turkish and Kurdish soldiers join forces to gain advantage in Mosul push"
- ↑ (en) Lec'hienn iraqinews 1/11/2016 gant Mohamed Mostapha Senior ISIS official killed in al-Shallalat district of Mosul"
- ↑ (en) The Guardian 17/10/2016. "Mosul offensive: forces launch mass attack on Iraqi city in bid to oust Isis".
- ↑ (en) 13/11/2016 lec'hienn independent.co.uk "Iraqi troops are getting bogged down in Mosul – Could it spark the first crisis for President Trump?"
- ↑ (en) Lec'hienn iraqinews.com 31/10/2016 gant Loaa Adel - Video: ‘Ignition of War’ released by ISIS to document its battles in Mosul
- ↑ (en) iraqinews 27/10/2016 "shia-militia torture displaced children in mosul".
- ↑ (en) ibtimes.com 21/10/2016 gant Greg Price "Iraqi Forces Torture Child With Hammer For ISIS Information: In War On Islamic State, Is Iraq Torturing Innocent Civilians?".
- ↑ (en) 10/11/2016 Lec'hienn Bbc.com "Mosul battle: 'Iraqi forces' tortured and killed villagers"