Faubourg Saint-Antoine
Anv ofisiel | Faubourg-de-Gloire ![]() |
---|---|
Stad | Frañs ![]() |
E tiriad | Pariz ![]() |
Daveennoù douaroniel | 48°51′2″N 2°22′45″E ![]() |
![Map](http://178.128.105.246/cars-https-maps.wikimedia.org/img/osm-intl,a,48.8505,2.3792,300x300.png?lang=br&domain=br.wikipedia.org&title=Faubourg_Saint-Antoine&revid=2092713&groups=_3ed46cf8e709f465d19472277de48ba888b2384e)
Ar faubourg Saint-Antoine a oa ur fabourzh kozh eus Pariz.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar Fabourzh Saint-Antoine a oa ur rakkêr nepell diouzh Abati Saint-Antoine-des-Champs hag a zo bet o tiwan gant sikour an abadezed. Istor ar Fabourzh Saint-Antoine zo kemmesket alies gant hini ar straed pennañ a dremen e-kreiz, ar straed Faubourg-Saint-Antoine, hag a zo un astenn d'ar straed Saint-Antoine. Ar straed Saint-Antoine a gas d'an abati adal kreiz Pariz. An troc'h etre an div straed a veze graet gant mogerioù kêr Pariz, hag ar pezh a oa e diavaez mogerioù kêr (pe extra muros) a oa anvet fabourzh.
![](http://178.128.105.246/cars-http-upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/3/3c/Plan_de_Paris_vers_1550_porte_St-Antoine.jpg/220px-Plan_de_Paris_vers_1550_porte_St-Antoine.jpg)
Hiziv-an-deiz ez eo unan eus karterioù Pariz. Bez' eo ur c'harter ma vez savet arrebeuri : stalioù gwerzhañ arrebeuri, stalioù ebenourien zo... Eno e vez kavet sez aozadurioù micherel an arrebeuri met ivez kreizennoù stummañ micherioù an arrebeuri, evel ar Skol Boulle (rue Pierre-Bourdan).