Mont d’an endalc’had

Jane Digby

Eus Wikipedia
Jane Digby
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon Kemmañ
Anv-bihanJane Kemmañ
Anv-familhDigby Kemmañ
Deiziad ganedigezh3 Ebr 1807 Kemmañ
Lec'h ganedigezhHolkham Hall Kemmañ
Deiziad ar marv11 Eos 1881 Kemmañ
Lec'h ar marvDamask Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvmyocardial infarction, dysentery Kemmañ
TadHenry Digby Kemmañ
MammLady Jane Coke Kemmañ
Breur pe c'hoarEdward Digby, 9th Baron Digby Kemmañ
PriedEdward Law, 1st Earl of Ellenborough, Karl Theodore Herbert de Venningen, Baron de Venningen, Spyridon Theotokis, Sheikh Medjwal el Mizrab Kemmañ
Kompagnun(ez)Christodoulos Hatzipetros, Otto of Greece, Ludwig Iañ Bavaria, Prince Felix of Schwarzenberg Kemmañ
BugelLeonidas Theotokis, Adolf Schwarzenberg, Arthur Dudley Law, Jean Henry Theotoky, Freiherr Heribert von Venningen Üllner Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Micherbrientin Kemmañ
Honorific prefixThe Honourable Kemmañ

Jane Elizabeth Digby, lesanvet Lady Ellenborough (Minterne Magna, Dorset, 3 a viz Ebrel 1807Damask, Siria, 11 a viz Eost 1881), a oa ur gontez saoz.

Ganet e oa bet Jane Digby e Dorset, merc'h e oa d'an amiral Henry Digby (1770-1842) ha da Lady Jane Elizabeth Coke (1777-1863), a oa merc'h Thomas Coke (1754-1842), 1 kont Leicester. E 1799 e voe kemeret al lestr spagnol Santa Brigada gant he zad ; un teñzor a oa e bourzh, ha setu deuet an tiegezh da vezañ pinvidik-mor. Gant ar besamiral Nelson edo e Trafalgar, kabiten war al lestr Africa. Digantañ eo he devoe Jane Digby domani Minterne Magna e Dorset.

Brudet e voe buhez prevez romantel Jane Digby, e-pad meur a zekvloaziad, en Europa hag er Reter-Nesañ. Pevar gwaz he doe, en o zouez Lord Ellenborough, a voe gouarnour India, ha dreist-holl serc'heged a-leizh, en o zouez Ludwig I, roue Bavaria, hag e vab Otto, roue Gres, ar politiker aostrian Felix zu Schwarzenberg hag ar jeneral gresian Christodoulos Hatzipetros.

Da 46 vloaz e veajas da Siria. Orgediñ a reas ouzh ar cheikh Medjuel el Mezrab, 20 vloaz yaouankoc'h egeti. Dimezet e voent e 1854 hervez al lezenn vuzulman, hag adanvet e voe ar wreg Jane Elizabeth Digby el Mezrab. Eürus e voent betek ma varvas Jane 27 vloaz diwezhatoc'h, e Damask.

Gwaz ha serc'heged

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) Mary S. Lovell (1998). A Scandalous Life: A Biography of Jane Digby. Fourth Estate. ISBN 1857024699. 
  • (en) Ure, John (2004). In Search of Nomads. Constable and Robinson. ISBN 1-84529-082-8. 
  • (en) Bedell Smith, Sally (1996). Reflected Glory. The Life of Pamela Churchill Harriman. Simon and Schuster. ISBN 0-684-80950-8. 

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.