Mont d’an endalc’had

Maria Isabella Aostria

Eus Wikipedia
Ur pennad Maria Aostria zo ivez.
Kontez Trapani

Maria Isabella Aostria' pe Maria Isabella Annunziata Giovanna Giuseppa Umilta Appolonia Philomena Virginia Gabriela (Firenze, 1834 - Bürgenstock bei Luzern, 1901) a oa un arc'hdugez aostrian, priñsez Toskana. Dre hec'h eured e voe kontez Trapani.

Merc'h e oa da Leopoldo II Toskana, Arc'hdug Aostria, ha d'e eil pried Maria Antonia Naplez-Sikilia (1814–1898), Priñsez Bourbon-Naplez-Sikilia.

E 1850 e timezas d'hec'h eontr Francesco an Div Sikilia (18271892), Kont Trapani, mab da Francesco Iañ an Div Sikilia ha Maria Isabel Bourbon, Infantez Spagn.

Entre 1860 ha 1870, goude unvanidigezh Italia, e rankas mont d'an harlu gant he ziegezh. Repu a gavas e Roma dindan gwarez ar pab Pi IX.

Intañveziñ a eure ar gontez Trapani en 1892. Mervel a reas en Suis en 1901. Beziet e voe e Pariz.