Mont d’an endalc’had

Montanel

Eus Wikipedia
Montanel
An ti-kêr.
An ti-kêr.
Bro Normandi
Avranchin
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Rannvro Normandi
Departamant Manche
Arondisamant Avranches
Kanton Saint-James
Kod kumun 50337
Kod post 50240
Maer
Amzer gefridi
Brigitte Chrétien
2014-2016
Etrekumuniezh Communauté de communes de Saint-James
Poblañsouriezh
Poblañs 381 ann. (2014)[1]
Stankter 25 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48°29′47″N 1°25′8″W
Uhelderioù bihanañ 19 m — brasañ 124 m
Gorread 15,40 km²

Montanel a oa ur gumun eus departamant Manche e Bro-C'hall.

XXvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Mervel a reas tri milour ag ar gumun[8].
  • 1943: d'an 28 a viz C'hwevrer e tarzhas un nijerez-bombezañ ponner Stirling marilhet R9349 ha kodet WP-U eus 90 Squadron ar Royal Air Force (aerlu ar Rouantelezh-Unanet) a-us da Montanel; lazhet e voe pemp nijour (pevar eus ar Royal Air Force hag unan eus ar Royal New Zealand Air Force, douaret int en Avranches); an daou nijour all a c'hellas implijout o harz-lamm, roet e voent d'an archerion c'hall gant tud eus ar vro, hag an archerion a roas anezho d'an Alamaned. Skoet e oa bet an nijerez gant ar Flak a-us da Roazhon p'edo o tistreiñ eus un dagadenn e Sant-Nazer.
  • 1944: c'hwec'h den nann-soudard a varvas e Montanel abalamour d'ar brezel, unan e miz Ebrel, daou e miz Mae, unan e miz Even ha daou d'an 3 a viz Eost, lazhet holl gant bombezadegoù; unan anezhe a oa bet ganet e Felger[9].

XXIvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Bodet e voe gant c'hwec'h kumun-all d'ar 1 a viz Genver 2017 d'ober ur gumun nevez: Saint-James[10].

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Iliz katolik Intron-Varia.
  • Porrastell ar presbital kozh.
  • Kastell La Touche-Villeberge hag e chapel.
  • Monumant ar re varv, luc’hskeudennoù[11].

Emdroadur ar boblañs 1962-2010

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Roll maered ar gumun
Mare Anv Strollad Karg
Meurzh 2001 2016 Brigitte Chrétien digostezenn
 ? Meurzh 2001 Claude Bailleul
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (fr)Memorial Genweb
  3. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  4. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  5. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  6. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  7. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  8. (fr)Memorial Genweb
  9. (fr)Normandie - Mémorial des victimes civiles
  10. (fr)Dastumad an aktaoù melestradurel Prefeti Manche, Gouere 2016
  11. (fr)Memorial Genweb