Mont d’an endalc’had

My Last Duchess

Eus Wikipedia
Poltred Lucrezia di Cosimo de' Medici, gant Agnolo Bronzino

My Last Duchess (Ma dugez diwezhañ) zo ur varzhoneg gant ar barzh saoz Robert Browning embannet e 1842 en dastumad Dramatic Lyrics.

Savet eo bet d'ober anv eus marv Lucrezia di Cosimo de' Medici (Firenze, 14 a viz C'hwevrer 1545Ferrara, 21 a viz Ebrel 1562), merc'h d'an Dug Meur Cosimo I de' Medici hag Eleonora di Toledo, hag a voe gwreg kentañ Alfonso II d'Este, dug Modena ha Ferrara. Krediñ a reer e voe kontammet gant he fried. Dimezet e oa Lucrezia da 14 vloaz da Alfonso, hag eñ 25 bloaz.

Meneget e vez ar pezh-mañ evel skouer a unangomzoù dramatek, hag e-touez gwellaén oberennoù Robert Browning.