Mont d’an endalc’had

Reginaldo da Bologna

Eus Wikipedia

Reginaldo (pe Raniero) da Bologna oa ur beleg dominikan italian, bet arc'heskob Armagh ha primad Iwerzhon etre 1247 ha 1256.

Ganet eo bet e Bologna war-dro 1200. Aet eo da Anaon en Agnani pe e Roma e 1256.

E-touez kentañ heulierien Domingo de Guzmán e voe. Degemeret e voe en Urzh ar Brezegerien e San Nicolò delle Vigne e Bologna hag e vevas e kouent Bologna goude. Kelenner eo bet er Skol-veur. Levezon en deus bet war Raymond de Peñafort.

E 1221 e voe e-touez arn doaouzek pe trizek breur kaset da Vro-Saoz gant Dominig un pennadig a-raok e varv. O c'hefridi oa ouzhpenn prezeg staliañ dominikaned e Breizh-veur hag Iwerzhon dindan renerezh Gilbert a Fresnay. Ne oa karg ofisiel ebet gant Reginaldo. Bale a reas dre Vreizh-Veur ha mont a reas da Iwerzhon.

Goude bezañ tremenet un nebeud bloavezhioù e Breizh-Veur e tistroas da Italia evit mont e servij ar Pab Gregor IX. Eñ eo a resevas keloù eus marv Jordan von Sachsen er-maez da aodoù Palestina. Mont a reas gant un dominikan all e servij ar Pab, Goffredo, da gas ar c'heloù da Bariz ha da lec'h all kazi sur, e-kerzh ar bloavezh 1237.

E 1247 e voe anvet gant ar Pab Inosant IV Arc'heskob Armagh ha primad Iwerzhon. Marteze peogwir e ouie saozneg met dreist-holl evit kontrollañ galloud Herri III a Vro-saoz. Ne ouie ger iwerzhoneg ebet. Daou zominikan all, David McKelly, arc'heskob Caiseal (Cashel), ha Alan O'Sullivan, eskob Cluain (Cloyne), a levezonas marteze ar Pab evit envel Reginaldo e plas Albert Suerbeer en do roet e zilez.

Dont a reas da Roma e 1252 evit e gweladenn "ad limina" d'ar Pab. Dleout a reas chom eno pellik amzer evit diskoulmañ kudennoù lezennel evit e eskopti. Pezh a reas mat. Ne eas ket en-dro da Iwerzhon ha mervel a reas el Lazio (pe e Roma pe e Aganni) e dibenn 1256.