S hir
Neuz
![](http://178.128.105.246/cars-http-upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/4/45/S_long_serif_et_sans_serif.svg/213px-S_long_serif_et_sans_serif.svg.png)
An s hir (ſ) eo stumm kozh al lizherenn vihan s .
Gwechall e oa daou s:
- an s ront (s), implijet e diwezh ur ger,
- hag an s hir (ſ) implijet e lec'h all, dres evel ma ra al lizherenneg c'hresianek.
N'he deus al lizherenn-mañ pennlizherenn ebet.
Roudoù anezhi a vez kavet c'hoazh el lizherenn alamanek eszett (ß), savet diwar un s hir skrivet stag ouzh ur z.
Implijet e veze gwechall gant holl yezhoù Europa a rae gant al lizherenneg latin, chomet en dizuz en holl anezhe bremañ avat.
Implijet e vez ivez gant ar Lizherenneg Fonetikel Etrebroadel evit ober diouzh treuzskrivadennoù fonologel pe fonetikel, skrivet ʃ (distaget ch hervez reolennoù reizhskrivañ ar brezhoneg).
Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.
Aa · Bb · Cc · Dd · Ee · Ff · Gg · Hh · Ii · Jj · Kk · Ll · Mm · Nn · Oo · Pp · Qq · Rr · Ss · Tt · Uu · Vv · Ww · Xx · Yy · Zz
|