Salé
Neuz
![](http://178.128.105.246/cars-http-upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/3/3c/Sal%C3%A9_from_the_Plateforme_du_S%C3%A9maphore_%28Kasbah_des_Oudais%29_%285509116076%29.jpg/220px-Sal%C3%A9_from_the_Plateforme_du_S%C3%A9maphore_%28Kasbah_des_Oudais%29_%285509116076%29.jpg)
Salé (arabeg : سلا ; tifinagh : ⵙⵍⴰ) zo ur gêr hag ur gumun e Maroko, e rannvro Rabat-Salé-Kénitra, war aod ar Meurvor Atlantel, en hanternoz da aber ar stêr Bouregreg, dirak Rabat, ar gêr-benn. Pontoù zo dreist ar stêr etre an div gêr.
Ur porzh morlaeron ha kourserien eo bet.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant ar Fenikianed e voe savet Salé ; Sala Colonia e oa hec'h anv en amzer ar Romaned. En Xvet kantved e teuas ar meuriad berber Beni Ifren da lakaat he c'hêr-benn eno. Kreskiñ a reas dindan an Almohaded en XIIvet kantved har ar merinied er XIVvet.
Ar morbreizherezh a voe kaset war-raok gant ar moriscos, betek Kernev-Veur, Island hag an Douar-Nevez.