Mont d’an endalc’had

Sal ar Gambr-lid

Eus Wikipedia
An ti e Jeruzalem a vez diskouezet evel cenaculum Jezuz.

Sal ar Gambr-lid eo anv ar "sal uhel" war Menez Sion, e Jeruzalem, ma lavarer e lidas Jezuz e goan diwezhañ gant e ebestel ha ma savas Sakramant an Aoter, a-raok bezañ lakaet d'ar marv war ar groaz.

El lec'h-se ivez en em vodas an ebestel goude Pask, hervez Aviel Yann, ha m'edo bodet an diskibien hag ar Werc’hez Vari da zeiz ar Pantekost hervez Oberoù an Ebestel.

E latin, e lavarer cenaculum, evel an italianeg cenacolo, a pezh a dalvez al lec'h ma vez debret koan, pe koanlec'h. Ar ger brezhoneg avat, Sal ar Gambr-lid, a dalvez "kambr al lid" a ra eñvor eus liderezh gentañ Sakramant an Aoter.

Er 4e kantvet e oe graet eno un iliz vraz. Hiziv e kaver ur sal goteg euz ar 14vet kantvet.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]