Mont d’an endalc’had

The Letters of J.R.R. Tolkien

Eus Wikipedia

The Letters of J. R. R. Tolkien ("Lizheroù J. R. R. Tolkien") zo un dibab eus lizheroù J. R. R. Tolkien embannet e 1981 hag aozet gant buhezskrivour Tolkien, Humphrey Carpenter, gant skoazell Christopher Tolkien. Mont a ra 354 lizher d'ober al levr. Skrivet int bet etre miz Here 1914, pa oa Tolkien was ar studi en Oxford, hag an 29 a viz Eost 1973, pevar devezh a-raok e varv.

Rummadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gallout a reer dispartiañ al lizheroù e pevar rummad :

  1. Lizheroù personel da wreg Tolkien, Edith, d'e vab, Christopher Tolkien, ha d'e vugale all ;
  2. Lizheroù diwar-benn espet Tolkien evel kelenner war an hensaozneg ;
  3. Lizheroù d'e embannerien, Allen & Unwin, hag a zispleg perak n'en deus ket tizhet ober traoù e koulz ha traoù eus ar seurt-se ;
  4. Lizheroù a-zivout Douar ar C'hreiz.

Dedennus-kenañ eo ar rummad diwezhañ evit an dud intereset gant oberenn Tolkien, rak pourchas a reont ur bern titouroù diwar-benn Douar ar C'hreiz na c'haller ket kavout en oberennoù embannet gant Tolkien.

Brezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tolkien, bet ofiser en Emgann ar Somme, a zisklêrie alies e gaz bras evit ar brezel, evit forzh peseurt abeg e vefe. Anat eo en un niver a lizheroù a skrivas e-pad an Eil Brezel-bed d'e vab Christopher. Gallout a reer menegiñ ivez en o mesk e gilstourm da vare bombezadennoù Hiroshima ha Nagasaki, ma ra anv eus ar re o doa savet bombezennoù ar Raktres Manhattan evel "tud foll" ha saverien eus "Tour Babel".

Douar ar C'hreiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1951 e espere Tolkien e vefe embannet The Lord of the Rings hag ar Silmarillion gant Collins. Da c'hounit anezhe d'ar soñj e "tepante an eil ouzh egile ha n'halled ket o rannañ",[1] e kasas ul lizher da Milton Waldman eus Collins, hag a zeskrive diazezoù ha palioù e skridoù, hag a roe un diverradenn eus an holl istor abaoe krouidigezh Arda, e-pad ar c'hentañ an eil hag an trede oadvezh, hag a echue gant un dave da An Hobbit (Embannet e oa c'hoazh ha dre se e soñje dezhañ e oa anavet) ha linennoù bras istor Aotrou ar Gwalennoù. Al lizherenn Nnn 131 eo. Ne gaver ket linennoù bras The Lord of the Rings el levr-mañ abalamour ma seblante re hir. Embannet e oa bet al lodenn-se eus al lizher e-barzh The Lord of the Rings: A Reader's Companion[2]. Deskrivañ a ra Duriez al lizher, enni 10 000 ger, evel "unan eus an alc'hwezioù gwellañ da skridoù Tolkien"[3].

Lizheroù all a zegas sklêrijenn diwar-benn danvezioù ken liesseurt ha lec'h Douar ar C'hreiz ("Bed kozh gwirion ar blanedenn-mañ", p. 220, Nnn 165), stummm divskouarn an Hobbited ("un tamm begek hepken", p. 35, Nnn 27) hag awen 'Diskar Númenor' e hunvreoù Tolkien a-zivout Atlantis a zeue en-dro alies (p. 213, Nnn 163.[4].

Naziegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lizheroù eus an 29 hag an 30 a ziskouez e oad oc'h atropiñ da embann un droidigezh alamanek eus An Hobbit e 1938. Goulenn a reas an embregerezh alaman hag a orin arian e oa Tolkien. Kounnaret e oa Tolkien gant an dra-se hag e skrivas daou vrouilhed respont d'e embanner da choaz[5]. N'emañ ket an hini kentañ el levr. E-barzh hemañ e soñjer e nac'he Tolkien disklêriañ tra pe dra diwar-benn orin e diegezh. En eil brouilhed e tisklêrie :

"Trugarez evit ho lizher ... Ma digarezit met ne welan ket gwall vat petra intentit lavaret dre arian. N'on ket a orin arian  : da lavaret eo indezat-hag-iranian ; war a ouzon hini eus ma hendadoù ne gomze hindoustaneg, perseg, jipsianeg, pe forzh peseurt rannyezh kar dezhe. Betek-gouzout e tlefen kompren emaoc'h o klask gouzout hag-eñ ez on a orin "yuzev" e c'hallan respont hepken eo kerse ganin rak seblantout a ra ne'm eus hendad ebet e-touez ar bobl donezonet-se."

The Letters of J. R. R. Tolkien, Nnn 30.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Carpenter, p. 103
  2. The Lord of the Rings: A Reader's Companion, p. 742
  3. Colin Duriez, J.R.R. Tolkien : the making of a legend, Lion Books, Oxford, 2012, ISBN:9780745955148, p. 201
  4. Nancy-Lou Patterson, "Reviews", e Mythlore: A Journal of J.R.R. Tolkien, C.S. Lewis, Charles Williams, and Mythopoeic Literature, levrenn 9, 15 a viz Ebrel 1982, pp. 27–28
  5. J. R. R. Tolkien, Humphrey Carpenter, Christopher Tolkien The Letters of J. R. R. Tolkien, Houghton Mifflin, Boston, 2014 , ISBN:978-0-61805-6-996 Editorial comments at the head of Letter 30

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]