Thomas Müller
Neuz
![](http://178.128.105.246/cars-http-upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/1/1e/Thomas_M%C3%BCller%2C_Germany_national_football_team_%2807%29.jpg/220px-Thomas_M%C3%BCller%2C_Germany_national_football_team_%2807%29.jpg)
Thomas Müller, bet ganet d'an 13 a viz Gwengolo 1989 e Weilheim in Oberbayern (Alamagn ar C'hornôg d'ar mare-se), zo ur melldroader etrebroadel alaman.
Kemeret en deus perzh e daou zalc'h :
- Kib vell-droad ar bed 2010 a voe dalc'het e Suafrika : gant pemp pal (en ur ober c'hwec'h krogad) ez eas da wellañ paler ar genstrivadeg-mañ, daoust da skipailh Alamagn bezañ renket da drivet hepken. Pemp pal o devoa merket Diego Forlán, Wesley Sneijder ha David Villa ivez met aet e oa ar maout gant Müller dre m'en devoa sikouret ur c'henc'hoarier da blantañ ur pal o kas ar vell dezhañ, ha kement-mañ dre deir gwech,
- Kib vell-droad ar bed 2014 a zo dalc'het e Brazil.