Vesterålen
Neuz
![](http://178.128.105.246/cars-http-upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/4/41/Norway-Vesteraalen.png/220px-Norway-Vesteraalen.png)
Vesterålen (Viestterálas e samieg an norzh) zo un enezeg eus arvor Norvegia hag un distrig e kontelezh Nordland, en norzh da Lofoten.
Setu amañ an inizi pennañ : Langøya, Andøya, Hadseløya hag al lodenn reter eus Hinnøya, an enezenn vrasañ. Inizi bihan all zo ivez.
Annezet eo enezeg Vesterålen gant 30 059 a dud (1añ a viz Gouere 2009). Sortland eo ar gêr vrasañ. Gant ur vag-treizh e c’haller mont eus Lofoten da Vesterålen. Stag eo an enezeg ouzh an douar-bras ha stag eo inizi an enezeg kenetrezo ivez war-bouez pontoù.
![](http://178.128.105.246/cars-http-upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/8/86/Bleik_village_and_Bleik_island%2C_seen_from_Mount_Royken.jpg/220px-Bleik_village_and_Bleik_island%2C_seen_from_Mount_Royken.jpg)