Mont d’an endalc’had

Yann-Vari Gwilhoù (Ar Mignon)

Eus Wikipedia

Yann-Vari Gwilhoù (26 Kerzu 1861-24 Kerzu 1931) a oa ur beleg ha skrivagner brezhonek.

Eus Duaod e oa genidik. Kelenner e voe e kloerdi bihan Plougernevel, kure e Plougernevel hag e Plounevez-Kintin, person e Lanvaeleg hag er C'houerc'had ha chaloni a enor e fin e vuhez.

Kenlabourat a reas gant Erwan ar Moal en ur sevel pennadoù evit Breiz hag Arvorig. Sinañ a rae anezho Ar Mignon. Gantañ e voe lakaet e brezhoneg Danevell varzus Sant Brendan, skrivet da gentañ e galleg gant Joseph Duchauchix, hag a voe embannet gant Gwalarn e 1929 ha 1930[1].

  1. Lukian Raoul : Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien, Al Liamm, 1992, pp. 130 ha 93 (ISBN 2-7368-0034-6)