Norrköping
Neuz
![](http://178.128.105.246/content-http-upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/9/9c/Norrk%C3%B6pings_r%C3%A5dhus_2008-05-10_bild01.jpg/220px-Norrk%C3%B6pings_r%C3%A5dhus_2008-05-10_bild01.jpg)
Norrköping (distaget [ˈnɔrːˈɕøːpɪŋ] e svedeg) zo ur gêr eus Sveden, e reter ar vro, e proviñs Östergötland. E 2010 e oa 87 247 a dud o chom enni, ar pezh a rae da Norrköping bezañ an dekvet kêr vrasañ e Sveden.
Emañ war ribl ar Motala ström, e goueled un tammig aber war aod ar Mor Baltel. Kresket eo buan, gant he forzh-mor ha gant al labour gwiadiñ a oa pouezus e kêr gwechall.
Ur gêr gozh eo, pa gaver roud anezhi, er skridoù adalek an XIIvet kantved, met ne chom netra eus ar Grennamzer rak devet e oa bet meur a wech e-pad brezelioù, evel Brezel Bras an Hanternoz.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lec’hienn kumun Norrköping (sv) (fi)