Ubisoft
Tachenn obererezhioù | Q112165928 ![]() |
---|---|
Deiziad krouiñ | 28 Meu 1986 ![]() |
Anv ofisiel | Ubisoft Entertainment SA ![]() |
Anv er yezh a orin | Ubisoft ![]() |
Diazezer | Michel Guillemot, Yves Guillemot ![]() |
Pennrener | Yves Guillemot ![]() |
Board member | Yves Guillemot, Claude Guillemot, Michel Guillemot, Gérard Guillemot, Christian Guillemot ![]() |
Stad | Frañs ![]() |
Ezel eus | game ![]() |
Furm lezenn | public limited company with a board of directors (n.o.s.) ![]() |
Lec'h diazez | Karantoer ![]() |
Perc'hennet gant | Tencent, Guillemot family, Baillie Gifford ![]() |
Sez sokial | Roazhon, Saint-Mandé ![]() |
Eskemmdi | Euronext Paris ![]() |
Bet kinniget evit | Steam Award for Best Developer ![]() |
Produ | c'hoari video, meziant ![]() |
Postel | mailto:opensource@ubisoft.com ![]() |
Lec'hienn ofisiel | https://www.ubisoft.com/ ![]() |
Ubisoft skrivet a-wechoù UBISOFT (Ubi Soft Entertainment a-raok) zo un embregerezh breton sevel, embann ha gwerzhañ c'hoarioù video. Savet d'an 12 a viz Meurzh 1986 gant ar pemp breur Guillemot (Claude, Michel, Yves, Gérard ha Christian), a orin eus Karantoer e Bro-Gwened.
E 2015 en em ginnig an embregerezh evel an trede embanner dizalc'h dre ar bed holl, a-dreñv ar re stadunanat Electronic Arts hag Activision Blizzard.
E 2013, eo an embregerezh Ubisoft kentañ embanner Frañs c'hoarioù video dirak Gameloft, un embregerezh krouet gant ar re Guillemot e 1999. Ubisoft a zo perc'henn war gwirioù frañchizoù lies ha brudet evel Rayman, Prince of Persia, ar c'hoarioù video «Tom Clancy», Assassin's Creed, Far Cry, Just Dance, Watch Dogs pe c'hoazh Lapins crétins.
![](http://178.128.105.246/content-http-upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/0/0e/Ubisoft_-_Flickr_-_map.jpg/220px-Ubisoft_-_Flickr_-_map.jpg)
An embregerezh a zo bet o ledanat he zachenn gounid dre adkemer he frañchizoù c'hoarioù video ha lakaat anezho da vont etrezek bedoù all evel re ar bandennoù-treset abaoe 2009 gant Les Deux Royaumes pe war-zu ar sinema hag ar stiradoù skinwel abaoe 2011 dre hanterenn ar skourr Ubisoft Motion Pictures.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Deroù ar bloavezhioù 1980, ar pemp breur Guillemot (Claude, Michel, Yves, Gérard ha Christian) a-sav ar c'hoant enno da ledanaat tachenn kenwerzhel an embregerezh familh arbenikaet war kenwerzh produioù an douar nemetken. Soñjal a ra dezho d'ar mare-se e oa o tiorroiñ bed an teknologiezhioù. E-pad ur veaj e Bro-Saoz, Michel Guillemot a zo bammet gant ar priz izel a vez gant ar c'hoarioù video eno da geñver e Breizh. Ar soñj a zo savet gantañ e oa aze un dachenn genwerzhel a c'hellfe degemer un embregerezh nevez.
Frañchizoù brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Heuliad Far Cry
-
An heuliad Just Dance
-
An heuliad Rainbow Six
-
An heuliad Splinter Cell
Tabutoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Etre miz Kerzu 1998 ha Meurzh 1999, implijidi d'an embregerezh Ubisoft a oa emsavet a-enep doareoù an embregerezh en o c'heñver. Roet o devoa lañs d'ul lec'hienn war ar rouedad anvet Ubi Free ar « c'hentañ sindikad niverennel ». Kalzig pennadoù a oa bet o komz eus ar fed-se er c'hazetennoù e Bro-C'hall dreist-holl, Ubi Free a lakae war-raok en e bennadoù kronikennoù sinet « Albert » doareoù mezhus ha drouk ar management e Ubisoft. Emsavet e oant ivez a-enep doareoù komz an embregerezh a lakae anezho da vezañ evel « bugale », kevratoù labour « bresks », ar paemantoù chomet stanket eus an eurvezhioù labour ouzhpenn, an digempouez etre goproù ar baotred hag ar merc'hed, ha dreist-holl ar vank a aozadurioù evit an emziviz en embregerezh. Ul lodenn eus al lec'hienn internet a servije da reiñ an tu da dud an embregerezh, ez-implijidi pe tud eus ar rouedad da skrivañ o fromoù pe testennioù.
Pennoù bras an embregerezh Ubisoft o devoa savet « emvodoù emziviz » gant an implijidi, oc'h embann e vefe aozet dilennadegoù kannaded an implijidi hag o lakaat da dalvezout ar 35 eurvezh. E meurzh 1999, krouerien Ubi Free o devoa lammet al lec'hienn, dre ma soñje dezho o devoa tizhet o c'hefrifi « sevel ar gaoz, ha n'eo ket kemer ar galloud ». Deuet war-raok adal an afer-se, Jérémie Lefebvre, unan eus krouerien Ubi Free, en deus bet embannet ur romant awenet gant e eñvorennoù.