Abati Montmajor
MONUMANT ![]() |
---|
![](http://178.128.105.246/host-http-upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/6/61/Montmajour-VueG%C3%A9n%C3%A9rale1.jpg/220px-Montmajour-VueG%C3%A9n%C3%A9rale1.jpg)
![](http://178.128.105.246/host-http-upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/0/0b/Montmajour-Clo%C3%AEtre2.jpg/250px-Montmajour-Clo%C3%AEtre2.jpg)
Abati Montmajor[1] zo un abati Beneadiz savet e Provañs e 948[2]. Emañ e-kichen Arle, en departamant Bouches-du-Rhône.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet e voe war reier e-kreiz geunioù, en Xvet kantved. Dont a reas buan da vezañ unan eus abatioù pinvidikañ Provañs ha kresket e voe, etre an XIvet hag an XVIIIvet kantved, gant savadurioù nevez. En XIvet kantved e voe beziet konted Provañs eno.
Er Grennamzer e veze graet ur pardon d’an 3 a viz Mae ha dont a rae miliadoù a dud da v-Montmajor.
Dilezet e voe an abati e dibenn an XVIIIvet kantved ha dismantret e voe e-pad an Dispac'h gall.
Lakaet e voe an abati da vonumant istorel e 1840 hag adsavet e voe da vare an Eil Impalaeriezh c'hall. Abaoe 1945 ez eo perc’hennet gant ar Stad c’hall.
En hollad savadurioù Montmajor e kaver ur peniti (XIvet kantved), ur manati eus ar Grennamzer (XIIvet kanved), un tour-ged (XIVvet kantved) hag ur manati klasel (deroù an XVIIIvet kantved).