Alfonso II Asturiez
![](http://178.128.105.246/host-http-upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/a/ac/Afonso_II_O_Casto_Santiago.jpg/220px-Afonso_II_O_Casto_Santiago.jpg)
![](http://178.128.105.246/host-http-upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/f/f7/Alfonso_III_of_Le%C3%B3n_tumbo.jpg/220px-Alfonso_III_of_Le%C3%B3n_tumbo.jpg)
![](http://178.128.105.246/host-http-upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/8/8e/Alfonso_II_el_Casto_de_Asturias.jpg/220px-Alfonso_II_el_Casto_de_Asturias.jpg)
.
Afonso II Oviedo, o Casto, ganet en Oviedo e-tro 760 ha marvet eno e 842, a voe roue adalek 791 e Rouantelezh Galiza, anvet Galiza hag Asturiez ivez daoust ma vez lavaret anezhañ alies e oa Roue Asturiez nemetken, titl krouet en XIXvet kantved gant istorourien romantel spagnol evel Modesto Lafuente da vare savidigezh ar vroadelouriezh spagnol kempred, bev-mat bepred en hon amzer.
Ramiro Iañ Asturiez a renas war e lerc'h.
Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mab e oa d'ar roue Fruela Iañ Asturiez ha d'e bried Munia Araba. Pa varvas e dad e 768 eo e voereb Adosinda a reas war e dro. Gouarnour ar palez e oa pa oa Silo o ren etre 774 ha 783. Pa varva Silo, e voe harpet gant e voereb hag uhelidi eus al lez da vont da roue. Met diskaret e voe kenkent gant e eontr Mauregat ; tec'hel a reas Alfonso da Araba, bro e vamm. Chom a reas en harlu e-keit ma renas Mauregat ha Bermudo Iañ war e lerc'h. Pa voe dilezet ar gurunenn gant Bermudo, goude e faezhadenn en emgann Burbia e tistroas Alfonso eus Asturiez hag e voe anvet da roue d'ar 14 a viz Gwengolo 791.