Argouroù
Neuz
![](http://178.128.105.246/host-http-upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/5/55/Wassilij_Wladimirowitsch_Pukirew_001.jpg/220px-Wassilij_Wladimirowitsch_Pukirew_001.jpg)
An argouroù zo ur voazamant[1] kozh hag a gaver c'hoazh e broioù zo, da reiñ arc'hant pe vadoù d'ur paotr nevez a-berzh tud ar plac'h nevez evit kadarnaat un eured.
Hir eo istor an argouroù, ur voazamant a zo boutin da veur a sevenadur en Europa, Suazia, pe Afrika. Kemmañ a ra ar ster ivez hervez ar sevenadurioù met alies e servij da ober war-dro ar wreg en he ziegezh nevez, hag evit se eo e vez roet d'ar gwaz da verañ keit ma pado ar briedelezh. Pa vez torret an eured e rank an argouroù bezañ rentet d'ar vaouez.