Banjul
Neuz
![](http://178.128.105.246/host-http-upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/f/ff/Banjul_King_Fahad_Mosque.jpg/220px-Banjul_King_Fahad_Mosque.jpg)
Banjul (anvet gwechall Bathurst) eo kêr-benn Gambia, gant 34.828 a annezidi (e 2003). An trede kêr vrasañ eo e Gambia goude Serrekunda ha Brikama. Emañ Banjul war bord ar Meurvor Atlantel, en aber ar stêr Gambia.
Banjul a voe savet e 1816, evit ar c'henwerzh hag an arme, pa oa ar Rouantelezh Unanet o klask lakaat urzh e kenwerzh ar sklaved. Anvet e oa Bathurst betek 1973, e koun Henry Bathurst, a oa bet gwechall oc'h ober war-dro an drevadenn saoz.
Banjul zo ur porzh-mor a bouez evit Gambia : drezañ e vez ezporzhiet an arachidez gounezet er vro.