Daejeon
Neuz
![](http://178.128.105.246/host-http-upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/1/1d/Daejeon_montage.png)
Daejeon (distaget [tɛːˈtɕʌn] e koreeg ; skrivet 대전 en hangeul) zo ur gêr vras e-kreiz Sukorea. Emañ war-hed 150 km diouzh Seoul, er c'hreisteiz. Pempvet kêr vrasañ Sukorea eo, gant 1 530 650 a dud e 2011, hag ur gêr a bouez eo evit an deskadurezh uhel pa'z eus 18 skol-veur enni. Lesanvet e vez "Asia's Silicon Valley" abalamour d'an niver bras a embregerezhioù a bled gant an teknologiezhioù nevez enni.
Kêr-benn proviñs Chungcheong ar C'hreisteiz e oa etre 1932 ha 2012.