Gims
Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Republik Demokratel Kongo ![]() |
Anv-bihan | Gandhi ![]() |
Anv-familh | Djuna ![]() |
Lesanv | Gims, Maître Gims de son ancien nom ![]() |
Deiziad ganedigezh | 5 Mae 1986 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Afrika, Kinshasa ![]() |
Breur pe c'hoar | Dadju, Bedjik ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg ![]() |
Micher | rapper, kaner, kaner-sonaozer ![]() |
Tachenn labour | sonerezh, Rap, kanañ ![]() |
Deroù ar prantad labour | 2002 ![]() |
Relijion | Islam ![]() |
Benveg sonerezh | mouezh ![]() |
Pladennrolladur | Gims discography ![]() |
Ezel eus | Sexion d'Assaut ![]() |
Tachenn | Hip hop, pop rap, sonerezh pop, kanaouenn c'hallek, pop urbaine ![]() |
Label sonerezh | Wati B, TF1 Musique, Play Two ![]() |
Produer | Saïd boussif ![]() |
Perzhiad | Saïd boussif ![]() |
Deskrivet en URL | https://www.tekstowo.pl/wykonawca,vortex.html ![]() |
Gims, anvet Maître Gims betek miz Meurzh 2019, e wir anv Gandhi Djuna, zo ur raper, kaner ha sonaozer ganet d'ar 6 a viz mae 1986 e Kinshasa, e Republik Demokratel Kongo. Brudet eo bet war YouTube gant ouzhpenn 200 000 000 a selaouadenn a-wechoù.
Dont a ra eus ur familh sonerien : e dad a oa kaner er strollad "Viva la Musica" eus Papa Weba, e galleg pouezmouezhiet kreñv hag en ur yezh afrikan a-wechoù. Breudeur raperien en deus ivez. Ezel eo eus ar strollad milvrudet Sexion d'Assaut, ha seveniñ a ra "Subliminal", e bladenn gentañ, e-unan e 2013. Berzh bras a ra ar bladenn gant ouzhpenn 1 000 000 a skouerennùu gwerzhet. Kanañ a ra diwar-benn traoù ar vuhez pemdeziek gant sonerezh beat mui tekno efedoù un tammig stumm ar meziant "Sony Production".
Bugaleaj ha yaouankiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Digouezhet e oa e familh e Bro-C'hall e 1988 pa ne oa nemet daou vloaz. E dud a oa dibaper, hag abalamour d'an dra-se en doa bet ur bugaleaj trubuilhetamsklaer. Degemeret e voe da vevañ en ur familh hag e skwatoù goude. Taolenniñ a ra an herrad-se en e levr "Vise le soleil". Pemzek a vreudeur zo en e familh. Tri breur dezhañ zo raperien ivez: Dadju ezel eus ar strollad The Shin Sekai, Bedjik, Xgangs ha DjelassTri pe bevar ?.
Kemer perzh a ra e vreudeur war e bladenn "Subliminal" (2013). Kreskiñ a ra e 3de ranngêr Pariz, en 9vet ranngêr hag a-benn ar fin en 19vet. Heuliañ a ras studioù graferezh hag kehentiñ. Dibab a ras al lezanv « Maître Gims » e dave d'ar sinema azian ha bed an arzoù brezel.