Mont d’an endalc’had

Lankell

Eus Wikipedia
Div lankell.
Ur c'harrez zo ul lankell ivez.

Ul lankell[1], pe ur romb[2], zo ur pevarzueg dezhañ pevar zu keit-ha-keit.

Ur pevarzueg rez a zo ul lankell mard eo ha hepken mard eo gwir unan eus an traoù-mañ :

  • Keit-ha-keit eo e bevar zu (dre dermenadur).
  • A-serzh eo e dreuzvegennoù an eil war eben hag en o c'hreiz e kejont.
  • E ziv dreuzvegenn a zo kreizkornennoù eus daou gorn diabarzh ragenep.
  • Ur c'hensturieg dezhañ daou du kenheuilh keit-ha-keit eo.
  • Ur c'hensturieg eo hag a-serzh eo e dreuzvegennoù an eil war eben.
  • Ur c'hensturieg eo hag unan eus e dreuzvegennoù a zo ur greizkornenn eus ur c'horn diabarzh.

Amregenn ha gorreenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Jediñ an amregad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bezet a un tu eus ul lankell, gallout a reer jediñ hec'h amregad A :

.

Jediñ ar gorread

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bezet d diaz ul lankell, da lavaret eo ne vern pehini eus he zuioù, hag s he sav, gallout a reer jediñ he gorread G en hevelep doare hag ur c'hensturieg diforzh :

.

Bezet p ha q regadoù he zreuzvegennoù, gallout a reer jediñ he gorread evel-henn ivez :

.