Mont d’an endalc’had

Lend-Lease

Eus Wikipedia
Lend-Lease
Act of Congress in the United States
Rann eusUnited Kingdom–United States relations Kemmañ
StadStadoù-Unanet Kemmañ
Perc'henn warBrisbane Transit Centre Kemmañ
Erlec'hiañ a raCash and carry Kemmañ
Sinadur Franklin D. Roosevelt d'an 11 a viz Meurzh 1941 al lezenn Lend-Lease Act a roas an tu da sikour Breizh-Veur, Sina ha Gres
Tank skañv m3 Stuart amerikan e-kerzh emgann Stalingrad
Tank Saoz Matilda Mk II eus al Lu Ruz (1941-1943)

Lend-Lease ("Prestañ-Feurmiñ") pe Lend-Lease Act ("Lezenn Prestañ-Feurmiñ"), an titl ofisiel o vezañ An Act to Promote the Defense of the United States eus ar programm sikour-brezel sevenet gant ar Stadoù-Unanet e-pad an Eil Brezel-bed.
Kemer perzh er brezel en un doare damguzh e oa ar pal kentañ ; a-c'houde tagadenn Pearl Harbor d'ar 7 a viz Kerzu 1941 avat, ha donedigezh SUA er brezel, e voe lakaet kresk er sikourioù hag en un doare ofisiel.

Dre an obererezh-se e voe roet lamm da lezennoù neptuegezh 1930. Al lezenn Lend-Lease, votet gant 317 mouezh a-du hag 71 a-enep e kambr dileuridi Stadoù-Unanet Amerika ha gant 60 a-du evit 31 a-enep er Sened, sinet d'an 11 a viz Meurzh 1941, a roas an tu da brezidant ar Staoù-Unanet « da werzhañ, reiñ, eskemm, feurmiñ pe zafariñ gant doareoù all » an holl vinvioù difenn da nep gouarnamant « mar soñj d'ar prezidant ez eo kreiz e zifenn da geñver surentez ar Stadoù-Unanet.»

Dafar war vor

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bigi treuzkaset gant Stadoù-Unanet Amerika e-pad al Lend-Lease (1940-1945)

Doare bigi Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz URSS  Brazil Frañs Frañs
Douger kirri-nij ambrougañ 23 0 0 0
Lestr-reder (Kozh) 0 1 0 0
Distrujer (Kozh) 50 0 0 0
Distrujer ambrougañ 78 0 8 6
Fourgadenn 20 28 0 0
Hollad ar bigi meur 171 29 8 6
Lestr-ged arvor 0 12 8 3
Lestr enep minennoù 0 250 8 5
Ravaneller minennoù mor 165 24 0 0
Ravaneller minennoù arvor 0 29 0 3
Hollad ar bigi bihan 165 315 16 11
Hollad 336 344 24 17

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]