Mont d’an endalc’had

Prefeti

Eus Wikipedia
Prefeti Penn-ar-Bed e Kemper

Ur prefeti zo un ti, ti ur prefed, ar c'hargad lakaet gant ur Stad e penn ur rann velesdraturel. Da skouer eo lakaet ar prefed gall e penn un departamant gall gant ar Stad c'hall, ha lojet eo en ur prefeti eta. Prefetioù zo ivez en Italia, Estonia, Japan hag ar stadoù afrikat gallek.

E Frañs ez eus isprefeded ivez, lojet en ispretioù eta. Bez eus ivez prefeded hep prefeti, graet vez préfets hors cadre anezho e galleg, ha kantadoù a vije.

Prefeti Rannvro Breizh e Roazhon : annez ar prefed. En ur savadur all emañ ar velestradurezh.

E Breizh e vez lojet ar prefeded c'hall ha/pe o melestradur e palezioù ha kastelloù an aliesañ : prefeti Penn-ar-Bed e Kemper (ur c'hastell eus deroù an XXvet kantved), prefeti Mor-Bihan e Gwened (ur c'hastell eus ar bloavezhioù 1860), prefeti Liger-Atlantel (ur c'hastell eus an XVIIIvet kantved lec'h ma oa araok Kambr ar C'hontoù Breizh), prefeti Il-ha-Gwilen ha Rannvro Breizh e Roazhon (ur palez eus an XVIIIvet kantved). N'eus nemet Prefeti Aodoù-an-Arvor e Sant-Brieg a zo ur savadur nevez awalac'h.

An isprefetioù a c'hall bezañ kestell ivez : Kastell Gwitreg, Kastell Kastell-Briant, etc.

E galleg e vez implijet ar ger préfecture koulz evit an ti evel evit ar garg, hag ivez ar gêr m'emañ ar prefeti enni, hogen a-wechoù, evit ober ar c'hemm, e vez graet gant ville-préfecture. Dont a ra ar ger gallek-se eus ar ger latin praefectura, ur garg roet en Impalaeriezh Roma.

E brezhoneg e c'haller ober gant kêr-prefeti evit ar gêr, met peurvuiañ e vez lavaret pennlec'h departamant, pe penn-departamant, a zo daou zoare all da lavarout rik ar memes tra.
E Geriadur an Here e kinniger ober gant prefeti ivez evit ar gêr.

Ar brefediezh eo padelezh karg ar prefed, ar brefedelezh eo an tiriad.