Samfylkingin (islandeg a dalvez Emglev sokial-demokrat) a zo ur strollad politikel sokial-demokrat islandat. Ur strollad eus an tu kleiz kreiz eo. Krouet eo bet an Emglev e 1999, hag ennañ ez eus bet kendeuzet pevar strollad e miz Mae 2000 : Alþýðuflokkurinn (Strollad sokial-demokrat), Alþýðubandalagið (Unvaniezh ar bobl), Samtök um kvennalista (Unvaniezh ar maouezed) ha Þjóðvaki (Emsav broadel). Dont a reas da vezañ strollad politikel brasañ Island goude dilennadeg ar parlamant e 2009. Jóhanna Sigurðardóttir (hag a zo ezel eus an Emglev) eo a zo kentañ ministrez Island. Dilennet eo bet da brezidantez an Emglev d'an 28 a viz Meurzh 2009 (98% eus mouezhioù izili ar strollad).
Dilennadeg
|
Niver a vouezhioù
|
Dregantad
|
Dileuridi
|
Disoc'h
|
Dilennadeg parlamant Island, 1999
|
44 378
|
26,8%
|
17
|
Trec'h Strollad ar frankiz
|
Dilennadeg parlamant Island, 2003
|
56 700
|
31,0%
|
20
|
Trec'h Strollad ar frankiz
|
Dilennadeg parlamant Island, 2007
|
48 742
|
26,8%
|
18
|
Trec'h Strollad ar frankiz
|
Dilennadeg parlamant Island, 2009
|
55 758
|
29,8%
|
20
|
Trec'h
|