Sean Kinney
![](http://178.128.105.246/host-http-upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/3/38/Sean_Kinney_in_2006_at_Starland_Ballroom.jpg/200px-Sean_Kinney_in_2006_at_Starland_Ballroom.jpg)
Sean Kinney, Sean Howard Kinney e anv ofisiel, ganet d'ar 27 a viz Mae 1966, a zo ur soner anavezet dreist-holl evit bezañ bet soner taboulinoù er strollad grunge Alice in Chains. Abred e voe troet gant ar sonerezh buhan blam' d'e dad-kozh a oa o seniñ 'barzh ur strollad anvet The Cross Cats. Kinney zo bet o seniñ er strollad-mañ pa oa naontek vloaz gantañ.
Sean a c'hoarias taboulinoù `gant Alice in Chains evit ar bladennoù Facelift, Dirt, and Alice in Chains, ken hag en EP-où Sap ha Jar of Flies.
Kan a reas ivez en ur vegafon war kanaouenn kuzhet an EP Sap anvet "Love Song".
Seniñ a reas taboulinoù evit pladenn solo gitarour Alice in Chains Jerry Cantrell, Boggy Depot.
E 2005 e kemeras perzh Kinney e adstummadur Alice in Chains gant izili ar strollad (nemet ar c'haner Layne Staley, marvet dre ur speedball e 2003) evit un abadenn skoazell evit gouzañverien an Tsunami.