Torgenn
Neuz
![](http://178.128.105.246/host-http-upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/21/Puzzle_stub_cropped.png/36px-Puzzle_stub_cropped.png)
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
![](http://178.128.105.246/host-http-upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/c/cd/View_from_connors_hill_panorama.jpg/500px-View_from_connors_hill_panorama.jpg)
![](http://178.128.105.246/host-http-upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/2c/PanoramaValdiZenaQuerceto.jpg/500px-PanoramaValdiZenaQuerceto.jpg)
Ur stumm douarel eo an dorgenn, dezhi stumm un uhelenn vihan, kromm pe blaen he c'hern. Torgennoù pe tergin a lavarer el liester .
E gwrizienn an anv emañ ar ger tor, dezhi ster kostez war-bign un uhelenn (gwelet tornaod).
Dre astenn-ster e kaver torgenn implijet evit traou bihanoc'h : div dorgenn a vez war gein ar c'hañval.
Troioù-lavar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Mont ouzh torgenn = kouezhañ
- Bezañ ouzh torgenn = bezañ trec'het
Gerioù kevatal
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- krec'henn, krec'hienn, krugell (uhelenn digenvez), run, tosenn, tuchenn hag ivez bre, bren en anvioù-lec'h.
- diwar ar ger krugell e teu an anv krugell-verien.
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Ur gafeeg war un dorgenn, nepell diouzh Orosí, e Costa Rica.
-
Torgenn ar Pan de Azúcar (Córdoba), en Arc'hantina.]]
-
Tour kastell Gisors, e Bro-C'hall.]]